Mont d’an endalc’had

Israel Weapon Industries

Eus Wikipedia

Israel Weapon Industries, berraet e IWI alies, zo un embregerezh armoù-tan israelat. Krouet e voe e 1933. Betek 2005 e oa anvet Magen, hag e oa rann armoù hiniennel an embregerezh-Stad Israel Military Industries. Er bloavezh-se e voe prevesaet ha distaget diouzh IMI. Pourveziañ a ra Tsahal peurgetket. Perzh eo us ar strollad SK Group[1].

Savet e voe e 1933 e Palestina fiziadour, a oa e dalc'h Breizh-Veur. Adalek ar bloavezhioù 1950 e ijinas hag e produas armoù evit pourveziañ arme Stad Israel, a oa o paouez bezañ krouet : un ostilh a bouez e voe evit emrenerezh milourel ar vro[2].

Ur rann eus IWI a voe digoret er Stadoù-Unanet e 2013 evit produiñ armoù eno. E Andersonville (Tennessee) eo diazezet[3]. E 2017 en deus an embregerezh digoret un uzin e Madhya Pradesh (India) evit produiñ fuzuilhoù-arsailh Galil ha fuzuilhoù Tavor peurgetket[4].

Anv Doare Bloaz Skeudenn
ARAD Fuzuilh-arsailh 2019
ARAD 7 Fuzuilh-emgann, fuzuilh-resisted Goude 2019
Carmel Fuzuilh-arsailh 2019
Dan Fuzuilh-resisted 2014
Desert Eagle Pistolenn damaotomatek 1982
Dror Fuzuilh-vindrailher 1946
Galil Fuzuilh-arsailh 1972
Galil ACE Fuzuilh-arsailh 2008
Jericho 941 Pistolenn damaotomatek 1990
MAPATS Misil heñchet eneptank 1984
Masada Pistolenn damaotomatek 2017
Negev Fuzuilh-vindrailher 1985
Negev NG7 Mindrailherez skañv 2012
SP-21 Barak Pistolenn damaotomatek 2002
Tavor 7 Fuzuilh-emgann doare bullpup 2017
Tavor TAR-21 Fuzuilh-arsailh doare bullpup 2001
Tavor TS12 Fuzuilh flour he c'hanol doare bullpup 2018
Tavor X95 Fuzuilh-arsailh doare bullpup 2009
Tavor X95 SMG Pistolenn-vindrailher doare bullpup
Uzi Pistolenn-vindrailher 1950
Zion-15 Fuzuilh doare AR-15 2020

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (en) SK Group Members, SK Group (lennet d'ar 04/09/2026)
  2. ↑ (en) Guy J. Sagi, Israel Weapon Industries: From British Beginnings To Modern Global Protector], American Rifleman, 04/06/2022 (lennet d'ar 04/09/2026)
  3. ↑ (en) Our Story, IWI US (lennet d'ar 04/09/2026)
  4. ↑ (en) India's first private sector small arms manufacturing plant inaugurated in Madhya Pradesh, The New Indian Express, 04/05/2017 (lennet d'ar 04/09/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan