Israel Keyes
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Israel Keyes |
| Anv-bihan | Israel |
| Anv-familh | Keyes |
| Deiziad ganedigezh | 7 Genver 1978 |
| Lec'h ganedigezh | Richmond |
| Deiziad ar marv | 2 Kerzu 2012 |
| Lec'h ar marv | Anchorage |
| Doare mervel | emlazh |
| Lec'h douaridigezh | Williams Valley Hillside Cemetery |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Micher | torfedour, lazher a steudad |
| Tachenn labour | bank robbery, torfed reizhel, muntr a heuliad |
| Lec'h labour | Alaska |
| Deroù ar prantad labour | Mezheven 2001 |
| Dibenn ar prantad labour | C'hwevrer 2012 |
| Grad milourel | Specialist |
| Skour lu | United States Army |
Israel Keyes, ganet d'ar 7 a viz Genver 1978 hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Kerzu 2012, a oa ul lazher a steudad, gwaller, Laer bank, laer dre freuz, tangwaller ha skraper tud stadunanat.
Keyes a zo brudet evit muntr tri den, met ar polis a soñj en devoa lazhet unnek den en holl da nebeutañ dre Stadoù-Unanet a-bezh e fin ar bloavezhioù 1990 ha betek penn-kentañ ar bloavezh 2012. Keyes a oa bet harzet e miz Meurzh 2012 hag emlazhet pa oa o c'hortoz e varnadenn. Aferioù kavet en e loch toull-bac'h a lak da grediñ d'ar Federal Bureau of Investigation (FBI) en dije lazhet muioc'h evit tri den.[1] Keyes a oa bet soudard en tirlu stadunanat eus 1998 betek 2001.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Israel Keyes a oa bet ganet e Richmond Utah, d'ar 7 a viz Genver 1978, an eil bugel eo a-ziwar dek eus the Heidi Keyes (ganet Hakansson) ha John Jeffrey "Jeff" Keyes. E dud a veve e Torrance, e Kalifornia, hag a oa ezel eus an Church of Jesus Christ of Latter-day Saints (LDS Church). E dad a oa bet o labourat evit an iliz en Alamagn.[2]
Keyes hag an holl bugale all a oa bet desket er ger a-raok ma vije dilojet gant ar familh e 1983 war un tamm douar e norzh Colville, e Washington.[2] Troc'het diouzh peurrest ar gevredigezh, ar familh a veve en ur gabanenn goad gant ur pezh nemetken e-kichen hent Rocky Creek Road. Ne oa ket tredan na dour o redek.Patrom:Sfn Dre ma oa re vihan ar gabinenn evit an holl, lod bugale a gouske en un deltenn. Rediet e oant da chaseal evit kaout peadra da zebriñ, troc'hañ koad evit en em dommañ ha labourat en atantoù tro-war-dro evit degas arc'hant d'ar familh.[3] Goude harzadenn Israel, e oa bet soñjet gant ar boliserien e oa bet gwallgaset gant e dad.
E Colville, ar familh a zae da oferenn un iliz anvet The Ark, un iliz troet d'an dreistbeliouriezh gwenn ha d'an ideologiezh Christian Identity. Keyes en doa embannet diwezatoc'h a-zivout The Ark e oa un doare bevañ tost ouzh hini an Amished o talañ ouzh donedigezh an doareoù bevañ modern.[3] E-kerzh e buhez en The Ark, ar familh Keyes a oa deuet da vezañ kamalad gant amezeien dezho, familh Chevie Kehoe, hag a vo kondaonet e 1996 evit ur muntr triad.[4]
Krennard
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar familh Keyes a oa paouezet da vont d'an iliz The Ark evit mont da hini ar Christian Israel Covenant Church, hag a oa a-du c'hoazh gant an ideologiezh dreistbelioury. Keyes en do embanent e oa an iliz-se evel ur bezen.[5] Keyes a oa brudet evit chaseal "kement boud gant un talm kalon" hag embannet en doa bet da tud eus an iliz en devoa digroc'hennet bev ur gavr. An disoc'h a oa bet e oa pellaet an holl bugale all dioutañ. Ur c'hamarad klas dezhañ en doa embannet pa Keyes nepell dioutañ e lakae "e groc'hen da grennañ".[5]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Sant, Peter (March 13, 2021). "FBI reveals new evidence in hopes of identifying unknown victims of serial killer", CBS News.
- ↑ 2,0 ha 2,1 McAllister, Bill (January 28, 2013). "Few Details Known About Person of Interest in Koenig Abduction".
- ↑ 3,0 ha 3,1 Unsealed interviews detail two lives of Alaska serial killer Israel Keyes. Anchorage Daily News (May 18, 2018).
- ↑ Alaska Serial Killer Attended Racist Church, Knew Terrorists. Southern Poverty Law Center (February 27, 2013).
- ↑ 5,0 ha 5,1 Watch Special Method of a Serial Killer. Oxygen (October 28, 2018).