Mont d’an endalc’had

Islam e Breizh

Eus Wikipedia
Ar voskeen Osmanli hag he minared e Naoned.

An Islam eo an eil relijion e Breizh, goude ar gatoligiezh. N'emañ ket er vro abaoe pell e-keñver an istor avat.

Ar Sarazined

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont a reas kalz noblañsed vreton, ha bourc'hizien ivez, d'ar Sav-Heol evit pirc'hirinañ pe evit brezeliñ ouzh ar Sarazined e-pad ar c'hroaziadegoù. Alan Fergant e gemeras perzh er groaziadeg gentañ e 1098. Mont a reas Pêr Brizhkloareg da vrezeliñ e 1240 ha 1248, hag e vab Yann I a yeas da Duniz e 1269-1270.[1]

An Islam e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degaset eo bet an Islam da Vreizh gant an enbroiz vuzulman deuet d'ar vro abaoe an eil lodenn eus an XXvet kantved, dreist-holl eus broioù ar Maghreb hag Afrika zu, eus Turkia, ha nevesoc'h eus ar C'haokaz. Kresket en deus fonnus ar relijion vuzulmanat abaoe ar bloavezhioù 1980.

Savet e voe ur pirc'hirinded kristen-ha-muzulman e chapel ar Seizh Sant er C'houerc'had e 1954, diwar atiz an islamoniour Louis Massignon.

Al lec'hioù azeuliñ hag an aozadurioù muzulmanat e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Moskeenn Assalam Naoned e 2019.

39 moskeenn a zo e Breizh, er c'hêrioù bras hag etre. Ar re c'hentañ a voe savet er bloavezhioù 1980, met al lodenn vrasañ anezho a zo eus an XXIvet kantved. Salioù-pediñ a zo ivez.

Seizh moskeen a zo e Naoned, en o zouez :

  • moskeenn Assalam Naoned, e karter Malakoff-Sant-Donasian. Emañ sez an "Association Islamique de l'Ouest de la France" (AIOF) eno. Ur greizenn sevenadurel a zo e-kichen ar voskeenn.
  • moskeen Osmanli (pe "Moskeen an Durked"), meret gant « Association Culturelle Turque de Nantes ». E karter Bellevue - Chantenay - Santez-Anna emañ.
  • moskeenn Arrahma, e karter "Naoned Norzh", meret gant an "Association Mosquée Arrahma".

C'hwec'h moskeenn a zo e Roazhon, en o zouez ar greizenn sevenadurel islamek savet e 1983 boulouard Portugal, hag ar greizenn Avicenne e karter Keryann, savet e 2006.

Teir zo e Brest : moskeen Assalam, moskeen El Madina ha moskeen Sunna.

  1. (fr) Les Bretons et les croisades gant Michael Jones, teuliad PDF war lec'hienn Kevredigezh istor hag arkeologiezh Breizh.