Isard (pistolenn)
| Pistola Isard | |
|---|---|
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil berr |
| Munisionoù | 9 × 23 mm Largo |
| Produer | Comissió d'Indústries de Guerra |
| Mare produiñ | 1937–1938 |
| Niver produet | Nebeutoc'h evit 250 |
| Pouez ha muzulioù | |
| Mas (hep kartouchenn) | ? |
| Hirder | 210 mm |
| Hirder ar c'hanol | 127 mm |
| Perzhioù all | |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 356 m/s |
| Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
An Isard (e katalaneg "chamoez ar Pireneoù") zo ur bistolenn damaotomatek produet etre 1936 ha 1938 dindan beli ar CIG (Comissió d'Indústries de Guerra), an aozadur savet gant ar Generalitat republikan (hiziv Generalitat de Catalunya) evit poellekaat ar produiñ armoù ha difenn ar Republik da vare Brezel Spagn. Heñvel a-walc'h eo ouzh ar Colt M1911, met kambret eo e 9 mm Largo, ar c'halibr armoù-dorn implijetañ e stad Spagn d'ar poent-se[1]. Implijout a rae ur sistem kulasenn frank e-lec'h kulasenn blodet orin pistolenn Browning[2].
Daou stumm eus an Isard a anavezer : an hini kentañ dezhañ ur framm en ur pezh, hag an eil dezhañ ur framm e daou bezh[3]. Un niver bihan a Isard a voe produet e atalieroù bihan, dindan 250 kredabl[2][4], gant sikour armeurerien euskarat divroet. N'en doe ket an arm ur pouez bras war red ar brezel, met ur skouer vat e voe eus efedusted labour ar CIG[1].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (es) Pistola Isard, Armas de Fuego, 29/12/2008 (lennet d'ar 15/06/2025)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) McCOLLUM Ian, Catalonia’s Attempt at a Pistol: the Blowback Isard, 12/09/2018 (lennet d'ar 15/06/2025)
- ↑ (es) PISTOLA CALIBRE 9 MM LARGO "ISARD", Amonio (lennet d'ar 17/06/2025)
- ↑ 207 eo niver-serienn uhelañ ar skouerennoù anavezet hiziv an deiz.