Isabelle Adjani

Eus Wikipedia
Isabelle Adjani

Isabelle Adjani a zo un aktourez c'hall, bet ganet d'ar 27 a viz Even 1955 e Pariz.

Pemp gwech eo aet ar maout ganti pa oa bet dilennet da aktourez wellañ, en abadenn gouel ar "Césars".

Gant ar c'hoariva e krogas Adjani, d'an oad a 14 vloaz. Goude he deus choariet e meur a film. Er bloavezhioù 1970 eo deuet Adjani da vezañ unan eus an aktourezed brudetañ e Bro-C'hall.