Isabel Barreto
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Spagn |
| Anv-bihan | Isabel |
| Anv-familh | Barreto |
| Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | de Castro |
| Deiziad ganedigezh | 1567 |
| Lec'h ganedigezh | Lima |
| Deiziad ar marv | 3 Gwe 1612 |
| Lec'h ar marv | Castrovirreyna Province |
| Pried | Álvaro de Mendaña de Neira, Fernando de Castro |
| Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
| Micher | ergerzhour, ofiser vor |
| Grad milourel | amiral |
| Present in work | The Islands of Unwisdom |
Isabel Barreto de Castro, ganet marteze e Pontevedra, e Galiza, e 1567, ha marvet e 1612, a oa ur voraerez eus Galiza er XVIvet kantved. Brudet eo evel kentañ amiralez en istor Spagn hag en hini ar bed.
Merc'h e oa da Francisco Barreto, gouarnour portugalat India. Pried e oa d'ar moraer spagnol Álvaro de Mendaña, a gasas meur a veaj dre ar Meurvor Habask hag a zizoloas an Inizi Salomon hag an Inizi ar Markiz, ha gantañ e verdeas en e veaj diwezhañ eus Perou dre ar Meurvor Habask. En Inizi Santa Cruz e kemeras lec'h Mendaña hag he breur, Lorenzo Barreto, evel Adelantada (letanantez) ha gouarnourez goude o marv. Hi hag ar pennloman, Pedro Fernández de Quirós, a zegouezhas e Manila, er Filipinez, gant ar 100 martolod chomet bev war al lestr nemetañ a chome diwar 378 a dud (paotred ha merc'hed) war pevar lestr.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez lod istorourien e oa merc'h-vihan da Francisco Barreto, moraer portugalat, 18vet gouarnour an Indez portugalat. Hervez re all e oa merc'h da Nuño Rodríguez Barreto, konkistador Perou, ha d'e bried Mariana de Castro, eus Lisboa o-daou, ha tri breur ha teir c'hoar he devoa. Ez-vihan ez ejont da chom da besrouantelezh Perou. Anaoudegezh a reas eno gant an adelantado Álvaro de Mendaña, ha dezhañ e timezas e Lima en 1585.
