Mont d’an endalc’had

Irokiz Sant-Laorañs

Eus Wikipedia
Irokoaned Sant-Laorañs
Broadoù kentañ
Iskevrennad eusPobloù Irokoaned Kemmañ
BroKanada Kemmañ
Tiriad annezet gant Irokiz Sant-Laorañs, war-dro 1535.

Irokiz Sant-Laorañs zo ur vroad henvroat heñvel a-walc’h ouzh hini pobladoù irokiz all Norzhamerika. En em staliañ a rejont eno da vat war-lerc’h ar skornadurioù bras, da lavaret eo war-dro 10 000 bloaz zo.

Betek ar bloavezhioù etre 1550 ha 1580 e oant o vevañ e-kichen ar stêr Sant-Laorañs e proviñsoù a-vremañ Kebek hag Ontario, e Kanada, hag e stad New York er Stadoù-Unanet. An ergerzher breizhat Jakez Karter a gejas ganto meur a wech etre 1534 ha 1542[1]. Pa zistroas ar C'hallaoued e 1603 e oa aet da get ar c'hêriadennoù e-lec'h ma oant war-dro tri-ugent vloaz abretoc'h.

Dont a ra ar ouiziegezh diwar-benn Irokiz Sant-Laorañs eus skridoù Jakez Karter, met ivez eus studiadennoù nevesañ war an arkeologiezh hag ar yezhoniezh keñveriet.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.