Mont d’an endalc’had

Irish People's Liberation Organisation

Eus Wikipedia
Irish People's Liberation Organisation
aozadur damsoudardel
Deiziad krouiñ1986 Kemmañ
Anv berrIPLO Kemmañ
Anvet da sponter gantRouantelezh-Unanet Kemmañ
BroNorzhiwerzhon Kemmañ
Ideologiezh politikelbroadelouriezh iwerzhonat, revolutionary socialism, anti-imperialism Kemmañ
Deiziad divodañHere 1992 Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://cain.ulster.ac.uk/othelem/organ/iorgan.htm Kemmañ

An Irish People's Liberation Organisation (brezhoneg: Aozadur dieubiñ poblek iwerzhonat) a oa ur strollad armet bihan damsoudardel sokialour republikan savet e 1986 gant tud bet skarzhet evit an darn eus an Irish National Liberation Army (INLA), hag al luskadoù-se a oa kendeuzet goude prosezioù supergrass. Brud fall a oa savet tro-dro d'an aozadur gwelet evel feuls a-enep ar republikaned all met ivez evel un aozadur strizhkredik ha techet d'an torfederezh. A-benn ar fin e oa bet rediet da zivodañ dre nerzh ar Provisional Irish Republican Army (IRA) e 1992.

Lod eus an tagadennoù brudetañ eus an IPLO a oa bet:

  • fuzuilhadenn Orange lec'h ma oa bet izili IPLO o lazhañ un ezel eus ar Red Hand Commando ha gloazet ur soudard eus an Ulster Defence Regiment;
  • fuzuilhadenn Donegall e 1991 pa oa bet tennet gant izili eus an aozadur war ur pub perc'hennet gant protestanted, ha lazhet daou trevour protestant ha gloazet pevar all;[1] hag
  • lazhadenn George Seawright e miz Du 1987, ur politikour lealour eus an Ulster Volunteer Force (UVF).[2]

D'ar 1añ a viz Mae 1990 e oa bet berzhet an IPLO gant ar gouarnamant saoz.[3] Divodet, an IPLO a chom war listenn an aozadurioù lakaet da dalvezout en Terrorism Act 2000[4].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]