Mont d’an endalc’had

Irish National Invincibles

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 

An Irish National Invincibles, anvet peurliesañ Invincibles (iwerzhoneg : na hInvincibles), a oa ur strollad disrannet diouzh an Irish Republican Brotherhood[1]. Oberiant e oa ar strollad e Dulenn etre fin 1881 ha 1883. O fal disklêriet e oa kas kuit ar re a oa, d'o soñj, o lakaat e pleustr politikerezhioù saoz en Iwerzhon[2].

Phoenix Park Murders

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Thomas Henry Burke lazhet gant an Didrec'herien

Goude meur a dagadenn hep berzh, en o zouez war an is-sekretour Francis Cowper, 7vet kont Cowper, ha war William Edward Forster, bet kentañ sekretour Iwerzhon, e oa mennozh ar strollad lazhañ an is-sekretour Stad, Thomas Henry Burke. Ar sekretour kentañ nevez-staliet, Lord Frederick Cavendish, a oa o kerzhout e Phoenix Park gant Burke d'e zevezh kentañ e Dulenn pa voent taget da 5e30 g.m. d'ar Sadorn 6 a viz Mae 1882. Da gentañ e voe lazhet Burke a daolioù kontell. Lord Cavendish, ha ne oa ket bet taget gant ar vuntrerien da gentañ, a fellas dezhañ sikour Burke ha lazhet e voe ivez. Anavezet e voe an darvoud-se evel Lazhadegoù Phoenix Park. An dorfedourien e oa Joe Brady, en doa skoet gant Burke, ha Tim Kelly, en doa lazhet Cavendish. Goulenn a reas ar c'hazetennoù saoz ma vije tapet ha kastizet buan an dorfedourien. Koulskoude, ezel ebet eus ar bodad diazez ne voe kaset dirak ar justis gant gouarnamant Breizh-Veur. John Walsh, Patrick Egan, John Sheridan, Frank Byrne ha Patrick Tynan a de'has d'ar Stadoù-Unanet, ma oa nebeutoc'h a enebiezh ouzh ar muntroù.

Goude al lazhadeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lazhet e voe Carey war vourzh ar Melrose Castle dirak Kêr ar C'hab, Suafrika, d'an 29 a viz Kerzu 1883 gant un ezel eus an Invincibles, Patrick O'Donnell eus kontelezh Dún na nGall, dre m’en doa treitouret e gamaladed. Harzet e voe O'Donnell ha kaset da Londrez en-dro, ha da lez-varn Old Bailey, ma voe kavet kablus eus ar muntr. Krouget e voe e Newgate d'ar 17 a viz Kerzu 1883[3].

Kondaonet gant Parnell

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar broadelour iwerzhonat klouar Charles Stewart Parnell a gondaonas ar muntroù en ur brezegenn e 1882. Gant-se e voe kresket e vrud e Bro-Saoz hag en Iwerzhon evel un adreizher habask ha ne oa ket a-du gant seurt doareoù[4].

Koulskoude, politikerezh Parnell a glaske ober emglev gant Strollad Frankizour ar C'hentañ Ministr Gladstone e 1886 ne zeuas ket a-benn da reiñ Home Rule da Iwerzhon, dreist-holl abalamour da lazhadegoù Phoenix Park. Ministr Gladstone, an aotrou Hartington, a oa breur henañ an aotrou Frederick Cavendish a oa bet muntret. Trist ha fuloret gant ar mar abred-se e torras gant Gladstone a-fed an Home Rule evit Iwerzhon. Kement-se a lakaas gouarnamant Gladstone da gouezhañ. An aotrou Hartington, a oa e penn ar Gevredigezh Liberal Unionist, a gevreas neuze gant gouarnamant mirour an Aotrou Salisbury. En dilennadeg hollek da-heul e 1886 e c'hounezjont splann. Gant-se e voe daleet lakaat e pleustr an Home Rule e-pad 28 vloaz betek an trede Irish Home Rule Bill e 1914, ha ne oa ket bet lakaet e pleustr kennebeut abalamour ma tarzhas neuze ar Brezel-bed Kentañ, ar pezh a voe abeg da Emsavadeg Pask e 1916.

E miz Meurzh 1887 e voe embannet gant The Times lizheroù a vije bet skrivet gant Parnell ma save a-du gant an Invincibles ha ma lavare ne oa ket gwirion e gondaonidigezh foran eus o oberoù. Koulskoude e voe diskouezet e oa faos al lizheroù-se, savet gant ar c'hazetenner Richard Pigott, ha graet e voe Pigott Forgeries anezho. Adsavet e voe Parnell gant Kuzul Parnell e 1888-89. En em lazhañ a reas Pigott un tamm goude ma oa bet anavezet e falsskridoù.

An Didrec'herien el lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E seizhvet pennad Ulysses gant James Joyce e komz Stephen Dedalus ha tudennoù all eus ar muntroù e burevioù ar gazetenn Freeman. Er pennad 16 e chom Bloom ha Dedalus en ur c'harr-boutin renet gant un den a gredont bezañ James 'Skin-the-Goat' Fitzharris.
  • Meneget eo an Invincibles ha Carey er ganaouenn-bobl "Monto (Take Her Up To Monto)". Ur stumm eus ar ganaouenn zo gant ur strollad folk iwerzhonat The Dubliners[5] : Pa gontas Carey [James Carey (Feniad)] diwar-benn Skin-the-goat [James Fitzharris],
    O'Donnell [Patrick O'Donnell (unan eus an Invincibles)] en deus tapet anezhañ war ar vag
    C'hoant en devoa ne vije ket bet war vor, ar skite lous.
    Ne oa ket gwall reizh
    Da gontañ diwar-benn an Didrec'herien
    Sav a rejont evit o fennaennoù, noz-deiz o pignat betek Monto Monto......"

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Julie Kavanagh: The Irish Assassins: Conspiracy, Revenge and the Phoenix Park Murders That Stunned Victorian England. Black Cat, New York 2021, ISBN 978-0-8021-4936-7.

Liammoù diavez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ McCracken J. L., 2001, The Fate of an Infamous Informer.
  2. ↑ remembering-the-invincibles
  3. ↑ Moloney, Senan (2006). The Phoenix Murders: Conspiracy, Betrayal and Retribution. Mercier Press. 250 et passim p. ISBN 1-85635-511-X. 
  4. ↑ Lyons (1977), p. 209–211
  5. ↑ Monto, The Dubliners. Gant luc'hskeudennoù eus tachenn Monto..