Mont d’an endalc’had

Irina Dovhan

Eus Wikipedia
Irina Dovhan
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhUkraina Kemmañ
LealdedUkraina Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denІрина Володимирівна Довгань Kemmañ
Anv-bihanІрина Kemmañ
Anv-familhDovhan Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Genver 1962 Kemmañ
Lec'h ganedigezhDonetsk Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetukraineg Kemmañ
Michermilour Kemmañ
BrezelBrezel an Donbas Kemmañ
Prizioù resevetPeople's Hero of Ukraine, UP100: Power of Women Kemmañ

Irina Volodimirivna Dovhan (Ірина Володимирівна Довгань en ukraineg) zo ur stourmerez ukrainat bet ganet e Donetsk (en URSS da neuze) d'ar 25 a viz Genver 1962. E Yasinouvata, en hanternoz da Donetsk, e oa o chom betek 2014. Kenedourez e oa diouzh he micher. Pa darzhas ar brezel en Donbas e 2014 e sikouras Irina Dovhan paotred arme Ukraina : dilhad, boued, louzoù hag arc'hant a voe dastumet ha kaset ganti d'ar soudarded ukrainat. Goude ma voe aloubet kêr Yasniouvata e miz Ebrel 2014 gant bagadoù « dizalc'hour » rusian, evel hini Vostok, e voe gwallgaset Irina Dovhan. Tamallet e voe dezhi bezañ ur spierez e miz Eost 2014. Gant paotred eus Norzhosetia e vefe bet bac'het, goulennataet ha skoet e-pad pemp deiz. Tra ma oa mezhekaet a-wel d'an holl, war ar straed e Donetsk, e voe luc'hskeudennet gant Maurício Lima, kodaker evit an New York Times. War ar poltredoù e weler Irina Dovhan, gwadek he fas, staget ouzh ur c'hleuzeur-straed, ganti bannieloù Ukraina hag ur skritellig skrivet warni « Lazhañ a ra hor bugale ». War daou anezho ez eus ur vaouez o kunujenniñ ar brizonadez, hag o reiñ un taol-troad dezhi. War unan all e weler ur vaouez all o tufañ outi. Soudarded a ra al lu ganti a-hend-all. Gant ar fotoioù-se e voe sachet evezh an dud, ha skoet o spered, ken ma voe klasket dieubiñ ar paourkaezh Ukrainadez. D'an 28 a viz Eost 2014 e voe divac'het Irina Dovhan diwar goulenn Aleksander C'hodakovskiy, rener ar bagad Vostok, dre hantererezh ar c'hazetenner Mark Franchetti hag al luc'hskeudenner Dmitri Beliakov.

Mont a reas Irina Dovhan da vevañ e Marioupol da gentañ hag e Kyiv da c'houde. E 2014 e reas kazeg en un dilennadeg evit mont da gannadez e parlamant Ukraina. E distrig Sloviansk, en Donbas, ez eas war ar renk, ha 4,16% eus ar mouezhioù a yeas ganti.