Ippolito II d'Este

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar c'hardinal Ippolito II d'Este

Ippolito d'Este, pe Ippolito II d'Este (1509-1572) [1], a oa ur c'hardinal italian er XVIvet kantved, mab d'an dug Alfonso d'Este ha da Lucrezia Borgia, ha niz d'ar c'hardinal Ippolito d'Este.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Ferrara[2]. Dre e vamm e oa mab-bihan d'ar pab Alesant VI. E 1519 e voe anvet da arc'heskob Milano war-lerc'h e eontr. En 1536 e voe pedet da Vro-C'hall gant ar roue Frañsez Iañ. E vreur Ercole II, dug Ferrara war-lerc'h o zad, a oa dimezet d'ur verc'h da Loeiz XII ha da Anna Vreizh, Renée Bro-C'hall.

Kardinal hag eskob[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e voe da gardinal gant ar pab Paol III en 1538, ha goude da eskob e meur a lec'h.

Eskob Ferrara, Autun e oa bet ivez.

En 1550 e oa gouarnour Tivoli ma lakaas Pirro Ligorio da sevel ar Villa d'Este.

Gwareziñ a reas arzourien evel Benvenuto Cellini.

Mervel a reas, war-lerc'h ur c'hleñved berr, e Roma en 1572 , klañv gant an itrikoù ha bec'h ar c'hargoù politikel. Beziet eo en iliz Santa Maria Maggiore e Tivoli, tost d'ar Villa d'Este.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Vincenzo Pacifici, Ippolito II d'Este cardinale di Ferrara, Tivoli, 1920; reprint Tivoli, 1984, [1]
  2. In memoria del cardinale di Ferrara ... , 2009 [2]