Mont d’an endalc’had

Ippo

Eus Wikipedia
Ippo a savas e enor en ur lammat en dour, skeudenn gant Robinet Testard e De mulieribus claris (Giovanni Boccaccio, XVvet kantved)

Ippo pe Hippo a oa ur vaouez c'hresian eus ar Iañ kantved, meneget gant an aozer latin Valerius Maximus evel skouer un emzalc'h mat, er vuhez hag er spered. Meneget eo ivez en dastumad buhezskridoù anvet Diwar-benn ar merc'hed brudet (De mulieribus claris), skrivet gant Giovanni Boccaccio er XIVvet kantved[1].

E-barzh Facta et dicta memorabilia e kont Valerius Maximus istor Ippo. Tapet gant ur flodad enebour, gouzout a rae e oa o kemer ar riskloù da vezañ gwallgaset. Skrivañ a ra he doa dibabet derc'hel he ferzhioù moral en ur aberzhiñ he buhez hag en em daoliñ er mor. Goude-se e voe kaset he c'horf da aod Eritrea. Ur bez a voe savet dezhi, hag a oa anezhañ c'hoazh en amzer Valerius Maximus, hag he brud a voe peurbadus e-touez ar C'hresianed[2].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (en) Brown, Virginia, (2001) translation of Giovanni Boccaccio’s On Famous Women by Cambridge and London, Harvard University Press
  2. ↑ (en) Guarino, G. A., 1963, Boccaccio, Concerning Famous Women, New Brunswick, N.J.