Iolo Ceredig Jones
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Iolo Ceredig Jones, ganet d'an 2 a viz Eost 1947 ha marvet d'ar 6 a viz Gwengolo 2021, a oa ur c'hoarier echedoù etrebroadel eus Kembre. Kenskrivet e voe gantañ ha gant e dad T. Llew Jones an dornlevr echedoù nemetañ e kembraeg. Jones en deus kemeret perzh e 16 Olimpiad echedoù adalek 1972 betek 1998. Gounezet en deus ar vedalenn aour evit e berzh en Olimpiad Novi Sad, e Yougoslavia, e 1990. Kenkampion Kembre eo bet ivez e 1982-1983. E 2013 e resevas an titl Mestr FIDE. Breur e oa d'ar stourmer politikel Emyr Llewelyn.