Mont d’an endalc’had

Inuit

Eus Wikipedia
Inuit
ethnic group
Iskevrennad euscircumpolar peoples, indigenous peoples of North America, indigenous peoples of Siberia Kemmañ
Anv er yezh orinᐃᓄᐃᑦ Kemmañ
Yezh vammInuit Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetInuit Sign Language, inuktitut Kemmañ
Relijion pe kredennanimism, Luteriegezh, kristeniezh, Inuit mythology Kemmañ
StadKanada, Greunland, Stadoù-Unanet, Rusia Kemmañ

An Inuit pe Inuited a zo ur strollad pobloù henvroat gant sevenadurioù heñvel hag un orin kenel boutin, hag a zo genidik ent-hengounel eus douaroù arktek hag izarktkek Norzhamerika ha Siberia. Tro 150 000 Inuit zo o chom e Greunland, Labrador, Kebek, Nunavut, Tiriadoù ar Gwalarn, Yukon, Alaska ha Distrig Tchoukotsky eus Okroug Emren Tchoukotka. Ar yezhoù inuit zo e-touez ar yezhoù eskimoek-aleoutek[1].

Inuit Kanada zo o chom e tiriad Nunavut, krouet e 1999, e Nunavik hag a zo un drederenn eus proviñs Kebek, e Nunatsiavut e Labrador, hag e lodennoù eus Tiriadoù ar Gwalarn ha Yukon, war aodoù ar Meurvor arktikel. Inuit Greunland, anvet ivez Kalaallit, zo diskennidi kent-Inuit hag o deus divroet eno e 1100. Keodediz danat hag europat int. En Alaska emañ an Iñupiat.

An Inuit n'int ket Amerindianed, o hendadoù a yeas da Norzhamerika miliadoù a vloavezhioù goude re an Amerindianed. Tost int ouzh pobloù arktek Azia. Arabat droukveskañ an Inuit gant an Innued hag a zo ur bobl henvroat o chom e koadeg hanternozel Kanada, e biz Kebek ha Labrador.

Kantreidi e oant ent-hengounel, ha zoken ma n'int ket ken e vev kalz anezho diwar ar chaseal hag ar pesketa c'hoazh.

Inuit (ᐃᓄᐃᑦ er silabenneg inuktitut) zo ur ger lies, talvezout a ra kement ha "tud" en inuktitut ha greunlandeg, an div yezh komzet ar muiañ. Inuk (ᐃᓄᒃ) eo an unander hag inuuk (ᐃᓅᒃ) an doare daou[2].

Eskimo a veze graet eus an Inuit a-raok met ar ger-se a vod an Inuit hag ur bobl all, ar Yupiked. Ouzhpenn-se e c'hall bezañ gwelet evel un ger negativel gant ar pobloù inuit. N'eo ket implijet ken nemet evit ober dave d'ar strollad yezhel hiziv[3].

An tudoniour danat William C. Thalbitzer en deus keñveriet an Inuit ouzh an Ainoued, ur genel eus Japan ha Rusia, peogwir eo savet o anv diwar ar bennrann innu hag o gwengeloù diazez zo heñvel-tre[4],[5].

Liammoù diavez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Overview of Comparative Inuit-Yupik-Unangan e Alaska Native Language Archive, Skol-veur Alaska, Fairbanks
  2. Hessel, Ingo. Arctic Spirit: Inuit Art from the Albrecht Collection at the Heard. Vancouver: Douglas and McIntyre, 2006: x. (ISBN 978-1-55365-189-5).
  3. La parole inuit - langue, culture et société dans l'Arctique nord-américain gant L. J. Dorais, 3 de Arctique (Peeters, Peeters Publishers, 1996, 331 p., (ISBN 90-6831-741-5) (ISBN 9789068317411).
  4. William C. Thalbitzer, 1873 - 1958, arbennigour war an Inuit e skol-veur Kopenhagen, en deus bevet e Greunland: [1], Eskimology and Arctic Studies ha Æresdoktor ved Københavns Universitet
  5. . Evit an Inuit kenkoulz hag an Ainoued e teufe mab-den, ur wech deuet er-maez eus ar reustl orin, eus unaniezh ar c'hi Innu hag ar vaouez kentañ. S.o. Eskimos - nomades des glaces gant Paul-Émile Victor, Pariz, Hachette, 1972, 176 p., p.140-141, bnf=35241303b.