Inti Raymi
Neuz


An Inti Raymi (kechuaeg evit "gouel Inti") zo ul lid hengounel relijiel eus an Impalaeriezh inka evit enoriñ an doue Inti (ger ketchouaek evit "heol"), an hini pouezusañ eus ar relijion Inka. Lidet e veze d'ar goursav-heol - an devezh berrañ eus ar bloavezh a-fed padelezh etre sav-heol ha kuzh-heol - a verke ivez ger kentañ ar bloaz nevez evit an Inkaed, pa vez padelezh ar gouloù-deiz oc'h hiraat en-dro. Lidet e veze d'ar 24 a viz Even. An Inti Raymi e oa ar gouel brasañ eus an Impalaeriezh inka, evel deskrivet gant Inca Garcilaso de la Vega, ha lidet e veze war an Haukaypata, plasenn veur Cusco.[1]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Staff Writer. Inti Raymi, The Celebration of the Sun | Discover Peru (en-US).