Mont d’an endalc’had

Intelligenzaktion

Eus Wikipedia
Intelligenzaktion
lazhadenn a-yoc'h
ArvezOperation Tannenberg, German crimes against Poles Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Lec'hPolonia Kemmañ
DeiziadGwengolo 1939 Kemmañ
PrantadEil Brezel-bed Kemmañ
OberourSicherheitspolizei, Kriminalpolizei, Gestapo Kemmañ

An Intelligenzaktion, a oa bet un heuliad lazhadegoù a-yoc'h sevenet a-enep intelektualed Polonia (skolaerien, beleien, medisined, hag ar vegenn eus ar gevredigezh polonat) e penn kentañ an Eil Brezel-bed (1939–45) gant an Trede Reich. An Alamanted a oa bet o seveniñ an hollad oberiadurioù-se hervez ur steuñv alamanekaat rannvroioù kornôg Polonia dalc'het, a-raok ma vije staget ar rannvroioù-se ouzh ar Reich alaman.

Lazhadegoù a-yoc'h an Intelligenzaktion o doa lakaet 100 000 Polonad da vont ddiwar wel ; an Alamanted o devoa toullbac'het ha lazhet tud choazet ganto dre ma oant ar vegenn eus ar gevredigezh, anavezet evel enebourien d'an nazied a-raok ar brezel. An holl dud lazhet a oa bet douaret e bezioù bras dizanv, e lec'hioù didud. Evit aesaat diboblañ al lodenn dalc'het eus Polonia, an Alamanted o devoa lakaet sevel barradoù spont dre fuzuilhañ tud dirak an holl e lec'hioù foran, a-raok skarzhañ ar peurrest eus ar boblañs diouzh an tiriadoù e-dalc'h. Ar vuntrerien a oa izili skouadrennoù ar marv an Einsatzgruppen hag izili lec'hel eus ar Volksdeutscher Selbstschutz, bezen savet gant minorelezhioù alaman ar vro. Izili ar bezen a embanne e oant un aozadur surentez, hag e oa ur redi skarzhañ an dud dañjerus diouzh ar gevredigezh polonat.

Sevenadur an Intelligenzaktion a oa ur bazenn hollbouezus evit lakaat ar Sonderaktion Tannenberg (Oberiadrur ispisial Tannenberg) da dalvezout, evit staliañ en tiriadoù poliserien nazi ha kargidi eus ar SiPo — (savet gant izili ar C'hripo hag ar Gestapo), hag izili eus an SD — evit ma vije efedusoc'h dalc'herezh an tiriadoù ha lakaat da dalvezout ar steuñv gwir hag a oa hini ar Generalplan Ost, trevadennerezh alaman Polonia[1]. E-touez ar 100 000 a dud lazhet e-kerzh an oberiadurioù Intelligenzaktion, e-tro 61 000 anezho a oa izili eus an intelligenzia, tud a oa gwelet evel palioù da lazhañ gant an nazied hervez ar Sonderfahndungsbuch Polen, ul levr hag a oa bet savet a-raok ma tarzhfe an Eil brezel-bed e Gwengolo 1939 hag a oa ul listenn eus an dud a ranke bezañ lazhet buan[2]. An Intelligenzaktion a oa kroget dres goude Aloubadeg Polonia (1añ a viz Gwengolo 1939), ha padet eus an diskar-amzer 1939 betek an hañv 1940; lazhadegoù a-yoc'h an intelektualed a oa kendalc'het goude-se gant oberiadurioù an AB-Aktion[3].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Prof. Dietrich Eichholtz (2004), »Generalplan Ost« zur Versklavung osteuropäischer Völker. Patrom:Webarchive PDF file, direct download 74.5 KB.
  2. Dr. Jan Moor-Jankowski, Holocaust of Non-Jewish Poles During WWII. Patrom:Webarchive Polish American Congress, Washington.
  3. Tadeusz Piotrowski, Poland's Holocaust: ethnic strife, collaboration with occupying forces and genocide in the Second Republic, 1918-1947, McFarland, 1998, p. 25.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]