Inizi angl-ha-norman

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Inizi angl-ha-normand)
Inizi angl-ha-norman
Enezeg
Anv ofisielChannel Islands, Îles Anglo-Normandes Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadJerzenez, Gwernenez Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC±00:00 Kemmañ
War riblMor Breizh Kemmañ
Daveennoù douaroniel49°25′48″N 2°21′0″W Kemmañ
Poent uhelañLes Platons Kemmañ
IsrannoùJerzenez, Gwernenez Kemmañ
Darvoud-alc'hwezGerman occupation of the Channel Islands, Channel Islands in the Wars of the Three Kingdoms Kemmañ
Douaroniezh an danvezgeography of the Channel Islands Kemmañ
Rummad tostCategory:Channel Islands-related lists Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of the Channel Islands Kemmañ
Map
Kartenn an Inizi Angl-ha-Norman.
An inizi gwelet eus an oabl.
Paseporzh a ziskouez anvadurioù ofisiel an inizi (e saozneg hag e galleg)

An Inizi Angl-ha-Norman (Îles Anglo-Normandes e galleg Frañs) pe Inizi Mor Breizh[1] (Channel Islands e saozneg, da lâret eo "Inizi Mor Breizh", hag Îles d'la Manche e normaneg, hag Îles de la Manche e galleg an inizi-se) a zo inizi etre Breizh ha Bro-Saoz, perc'hennet gant kurunenn Bro-Saoz met n'emaint ket lodek er Rouantelezh-Unanet nag en Unaniezh Europa. E kornôg Mor Breizh emaint, en hanternoz da Vro-Zol.
Lod eus Normandi istorel eo an enezeg-se, met betek ar bloaz 933 e oant da Vreizh.

Inizi tudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peder enezenn zo dreist-holl :

Enezennoù all zo ivez, bihanoc'h avat, ha darn ez eus tud o chom enne ivez; holl ez int lodek e beliezh Gwernenez.

Inizi Kalzenez hag a zo lod eus an Inizi Angl-ha-Norman dre an douaroniezh met dindan melestradurezh c'hall (lod eus ar Manche).

Enezennoù bihanoc'h zo c'hoazh ivez, met den ebet enne.

Istor an Enezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur bod e oa evit kalz a dud eus an douar-bras e-pad kantvedoù.
Adalek 1066 (emgann Hastings) e aet titl Dugelezh Normandi d'ar Rouantelezh Saoz. Ar C’hallaoued a glaske aloubiñ an enez, met n’int deuet a-benn morse.

An dachennad vreizhveurek nemeti dalc’het gant an Alamaned e oa bet e-pad an Eil Brezel Bed.

Ar statud politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Staget int ouzh ar Gurunenn saoz, met n’int ket lod eus ar Rouantelezh Unanet nag eus Unvaniezh Europa. Dre vras e vezont renet dindan pennaennoù ar gladdalc'helezh evel ma vezed kustum d'ober e derou ar Grennamzer. Teir stad emren int, div gant ur gouarnamant hag ur parlamant (an "États") : Beliezh Gwernenez kevredet gant Aldernez ha Beliezh Jerzenez ivez p'eo Sark un aotrouniezh hep dael gant galloud lezenniñ. E Sark koulz hag en Aldernez e aparchant kazi an holl zouaroù d'an aotrounez. An Emzifenn Broadel hag an Diplomaterezh zo barregezhioù ar Rouantelezh-Unanet.
An div enezenn vras, Gwernenez ha Jerzenez a zo rannet e parrezioù.
Ar c’housezadelezh eo ar reolenn, da lâret eo al lezennoù breizhveuriat na c’hellont bezañ lakaet nemet ma vezont c’hoantaet gant ar gouarnamant.

An armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An armerzh zo diazezet war an douristerezh, al labour-douar hag an obererezhioù arc’hant. Kalz a diez-bank hag a ensavadurioù arc'hantañ a zo bet digoret eno p'eo izel an tailhoù.
E 1991 eo bet aotreet Gwernenez ha Jerzenez kaout ur voneiz dezho, ingal o zalvoudegezh gant hini al lur saoz : lur Gwernenez ha lur Jerzenez, met ne c'heller ket implij anezhi nag en inizi all nag e Breizh-Veur. Degemeret e vez al lur saoz hag an euro gant ar genwerzhidi.
Klask zo war timbroù Jerzenez ha Gwernenez.

Tornaodoù Plémont war aod Norzh Jerzenez

Ar sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lennegezh angl-ha-normand a ya eus 1066 da 1204. Skrivet eo er yezh angl-ha-normandek, ur yezh komzet e lez Bro-Saoz ha gant ar vegenn e-pad ar Grennamzer.
Normand eo an dud dre ar sevenadur, an istor hag an douaroniezh, met muioc'h muiañ a Vreizhveuridi a zo deuet evit ober o annez ken eo bet saoznekaet darn vuiañ an inizi. Ar yezh normanek (da lavaret eo he ranyezhoù ar jerzenezeg, ar gwernenezeg hag ar sarkeg) n’int ket komzet kalz ken. Evit an aldernezeg a varvas en XXvet kantved. Ar galleg hag evel-just ar saozneg a vez komzet gant an dud.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur brezhoneg An Here p. 1432