Mont d’an endalc’had

Inizi Kalzenez

Eus Wikipedia
Kalzenez
Inizi Kalzenez
Anv gallek Îles Chausey
Geografiezh
Enezeg Inizi Angl-ha-Norman
Lec'hiadur Pleg-mor Sant-Maloù (Mor Breizh)
Daveennoù lec'hiañ 48°52′13″N, 1°49′21″K
Gorread 0,65 km²
Inizi pennañ La Grande Île ("an enez vras")
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Bro Normandi
Departamant Manche
Kumun Granville
Poblañs
Annezidi (fr) Chausiais
Poblañs 30
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC+1
Lec'hienn ofisiel (fr) ileschausey.com

An Inizi Kalzenez[1] (Îles Chausey /ʃo.zɛ/ e galleg), zo un enezeg e Pleg-mor Sant-Maloù, ul lod eus an Inizi angl-ha-norman a-fet douaroniezh, hag ul lod eus kêr C'hranville ha departamant Manche (Bro-C'hall) a-fet melestradurezh. War-hed 17 kilometr diouzh Granville ha Beg an Trein emañ war un dro.

Testeniekaet eo ar stumm Calsoi e 1022-1026 (insula que dicitur Calsoi), ha Chausie en 1322. Daou c'her zo en anv Kalzenez (pe Chausey e galleg ha saozneg a-vremañ). Ar penn-kentañ Kalz- (pe Cals- e latin) zo anv un den, ha div vartezeadenn a zo : an anv angl-ha-saoz Chols- evel e Cholsey (Bro-Saoz, Berkshire, Ċeolesiġ e 891), pe an anv-den norsek Kál evel an enezenn Kalsoy en inizi Faero. An dibenn-ger -ey a dalv enez e norseg, an hini a gaver ivez e Jersey, Alderney ha Guernsey e saozneg, holl enezennoù eus an inizi angl-ha-norman, met ivez en Anglesey (anv saoznek Enez Von, e Bro-Gembre) hag Orkney (inizi Orc'h, e norzh Bro-Skos).

E-barzh Torosad Arvorig emañ an inizi Kalzenez. Er su d'an Inizi angl-ha-norman emaint, e Mor Breizh eta, e Pleg-mor Sant-Maloù. Emaint war-hed 17 km diouzh C'hranville er reter, 17 km ivez diouzh Beg an Trein er su, ha 39 km diouzh Sant-Heler, kêr-benn Jerzenez, er gwalarn.

Kalz inizi zo e "Kalz-enez" : un ugent bennak a enezennoù, ouzhpenn 130 enezennig, ha kerreg. Lod a lavar ez eus 365 enezenn eno, unan evit pep deiz eus ar bloaz. Grande-Île eo an enezenn vrasañ, an hini nemeti annezet, 1,5 km war 0,5 km en he ledanañ, ha tro-dro 90 devezh-arat dindani. Mareoù bras a vez, evel e Pleg-mor Sant-Maloù a-bezh, ha pa vez izel ar mor e c'hall en em astenn an enezeg war 4 000 devezh-arat en un hirgarrez tro-dro 6,5 km led ha 12 km hed. Unan eus lanvre brasañ Europa eo, betek 14 metr etre ar gourlanv hag an daere.

Anv ar Sound, ar vrec'h-vor vras a-hed ar Grande Île, a zeu eus ar ger norsek kozh Sund, ur ger par d'ar saozneg sound, an daou o talvezout kement ha "brec'h-vor" end-eeun.

An enezennoù brasañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Grande île : 45 ha
  • La Genétaie : 1,82 ha
  • La Meule : 1,38 ha
  • La Houllée : 0,86 ha
  • L'île aux Oiseaux : 0,62 ha
  • Grand Épail : 0,29 ha
Kartenn eus an inizi Kalzenez.
Krommlec'h an Œillet d'an izelvor.

Roudoù mab-den zo bet kavet e Kalzenez, eus an neolitik, da skouer krommlec'h an Œillet e norzh ar Sound hag a ya war-wel d'an izelvor. D'ar Goriosolited e oa an inizi angl-ha-norman da vare ar C'halianed. Se zo kaoz eo ken kar ar gouennoù saout melen Bro-Leon ha Jerze. Da vare divroadeg ar Vrezhoned d'an Arvorig e oa kalz anezho o chom eno ivez, pe oc'h implijout anezho evel bod en o beaj etre an div Vreizh[2].

Staget e voe Kalzenez, Mîntchièrs hag Êcrého ouzh Normandi gant Gwilherm Hir e Gleze, dug Normandi, e 933. Donezonet e voe Kalzenez ha baronelezh Saint-Pair-sur-Mer e 1022 gant Richarzh II (dug Normandi) da leaned Menez-Mikael-ar-Mor hag a savas war an enezenn vras ur prioldi beneadat nepell diouzh an "atant" a-vremañ. Kavout a reer evit ar wech kentañ an anv Calsoi er skrid dilez. E 1066 e teuas Kalzenez da vezañ ur sujed eus Rouantelezh Bro-Saoz, aloubet ma voe gant Gwilherm an Alouber. Koulskoude e savas bec'h etre roue Bro-Saoz ha Dug Normandi Yann I ha e amezeg roue Bro-C'hall Fulup II an Aogust hag a glaske lakaat e grabanoù war Normandi hag a aloubas e 1204. Met ne zeuas ket a-benn da gemer an inizi angl-ha-norman. Kadarnaet e voe ar c'holl eus Normandi gant roueed Bro-Saoz dre Feur-emglev Pariz e 1259, met an inizi a chomas ganto, dindan pennaotrouniezh roue Bro-C'hall. Echuet e voe ar wazoniezh e 1360 dre Feur-Emglev Brétigny.

Melestret e voe Kalzenez eus Jerzenez betek 1499. Dont a reas da vezañ ur repu evit morlearon ha floderien a bep seurt, rak ar Sound a oa un eorlec'h a-feson evit kuzhat. Savet e voe ar c'hreñvlec'h Matignon e 1559, ha brasaet e voe e 1740 met distrujet e voe gant ar Saozon e 1744. Unan all a voe savet er penn all d'an enezenn ha distrujet e voe hennezh gant ar Saozon ivez e 1756. Donezonet e voe an enezeg d'an abad Nolin gant ar roue gall Loeiz XV e 1772. Urzh a voe roet da sevel ar c'hreñvlec'h a-vremañ gant an impalaer Napoleon III e 1859, ar pezh a voe echuet e 1866. Servijout a reas da vac'hañ Komunarded e 1871, ha 300 Alaman hag Aostrian e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Renevezet e voe etre 1922 ha 1924 gant ar greanter Louis Renault hag en doa prenet an inizi, hag anvet e voe Château Renault diwar neuze. Ur gwarnizon alaman a oa eno e-pad an Eil Brezel-bed.

Bremañ eo staget Kalzenez ouzh an douar-bras a-fet ar velestradurezh rak n'eo ken nemet ur c'harter eus kumun Granville.

An obererezhioù ekonomikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goumon zo stank e Kalzenez. Dastumet e voe adalek ar XVIIvet kantved evit kaout soda d'ober soavon ha gwer, hag adalek an XIXvet kantved evit kaout iod d'ober livaj iod evit ober dilouezerioù en apotikerezh. Tud eus Blainville a eztenne ar soda el lec'h anvet bremañ "village des Blainvillais", e norzh an enezenn. Er XIXvet kantved e teue Malaouiz da eztennañ greunit en ul lec'h anvet bremañ "village des Malouins", e Port Homard. Gant greunit Kalzenez eo bet savet Menez-Mikael-ar-Mor, riblennoù Pariz hag adsavet Sant-Maloù goude en Eil Brezel-Bed.

Bremañ eo an touristerezh hag ar pesketaerezh an obererezhioù pennañ. Pesketaet e vez ligistri, chevr ruz, sili-mor, draeneged, meilhed ; mesklerezh hag istrerezh zo ivez. Daou vod zo evit an douristed, an eil en atant kozh (oberiant betek 1989) hag egile e Port Marie. Ul leti, ur preti hag un ispiserezh zo ivez.

Ur gwarezva evned a voe krouet e 1987. Kemer a ra perzh an enezeg er program Natura 2000.

Glad ha gouel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An doris eo ar vag pesketa hengounel. Bep bloaz e miz Eost e vez ur gouel gant redadegoù bigi, ur genstrivadeg pouleñvat ha c'hoarioù a bep seurt.

  • Jean-François de Briselance (1623-1667), letanant-gouarnour an inizi Kalzenez er XVIIvet kantved.
  • an abad Jean-Michel Nolin (?-1773), ezel eus luskad ar fiziokrated, roet an enezenn dezhañ gant ar roue gall Loeiz XV.
  • Louis Renault (1877-1944), greanter, diazezer ar merk kirri Renault.
  • Marin-Marie (1901-1987), skrivagner ha livour ar morlu, en deus bevet en enezenn.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]