Meneger

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Indeks)

Ar skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur meneger a zo ur roll elfennoù skrivet urzhiet dre an urzh alfabetek. Kavet e vez peurvuiañ el levrioù evit reiñ an tu da glask en ur doare efedusañ e danvez degaset en oberenn. D'an aliesañ e vez pennaouet an anvioù boutin pennañ pe an anvioù-tud pennañ pe an anvioù-lec'h pennañ pe an oberennoù hag all.
Kavet e vez ivez menegerien hollzanvezel e dibenn pe asamblez gant ar c'helc'hgeriadurioù urzhiet evit kavout un tremen aes e kementad bras a anaoudegezhioù c'heller kavout enno. E Encyclopedia universalis (doare gallek an Encyclopaedia britannica) ez eus daou levrenn meneger e-touezh an ugentad levrennoù.

An urzhiataerezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez ivez menegerien evit ar rolloù niverel niverus meret gant an urzhiataerezioù. Pep hini anezho a ra gant forzh menegerien savet ez-automatek. Furchet e vez war dizh e-barzh diwar ar program ma vo jedet ha dispaket an disoc'hoù a glasker kaout.