Impressment

Impressment, lesanvet "the press" pe "press gang", a oa un doare enluadeg trevourien en nerzhioù armet, dreist-holl er morlu. An doare d'ober a oa unan gant gwask pe dre nerzh, graet e veze gant strolladoù aozet (alese al lesanv "gang"). Morluioù Europa a implije an doare-se d'ober rak ne oa ket youlidi a-walc'h evit mont er morlu. Ar Royal Navy saoz hag a oa bras da vare Oadvezh al lien a implije alies an impressment, ar pezh a ra eo chomet stag an doare-ober-se ouzh ar Rouantelezh-Unanet dreist-holl. Implijet e voe gant ar Royal Navy er mareoù brezel, adalek 1664, en XVIIIvet kantved ha betek penn-kentañ an XIXvet kantved dre ma vanke martoloded evit al listri-brezel. Ar Royal Navy a redie martoloded kenwerzh dreist-holl, met ivez martoloded eus broioù all dreist-holl eus broioù Europa.
An dud a veze rediet evel-se a oa "paotred boaz da vageal oadet etre 18 ha 55 bloaz". A-wechoù e oa kemeret ivez tud ha ne oant ket martoloded, met ral e oa. Ouzhpenn morlu ar Royal Navy, ar British Army a oa bet o klask implij ar memes doareoù etre 1778 ha 1780.
Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Bro-C'hall e oa bet implijet an doare-se d'ober ivez ha lesanvet e oa "la presse". Ne oa ket ken ledan hag e Breizh-Veur avat rak ar morlu gall a oa bihanoc'h.