Implijer:BreizhVOD

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


BreizhVOD (video on demand / video diwar c’houlenn) a zo ur servij en-linenn hag a ginnig filmoù, tresadennoù-bev, teulfilmoù hag heuliadoù e brezhoneg.


Istor BreizhVOD[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Servij en-linenn nemetañ, BreizhVOD a zo ganet e 2012, boulc’het gant Dizale, ur gevredigezh a-vicher war an advouzhiañ e brezhoneg abaoe 1998 (lezenn 1901).[1]

War ar memez tro eo BreizhVOD ul lec’hienn evit an dudi hag un ostilh evit deskiñ brezhoneg. Gant ar servij-mañ ez eus tro da welet oberennoù kleweled liesseurt evit bep oad ha bep live yezh. Lod eus an oberennoù a zo istitlet e galleg.[2]

Sikouret gant ar c’huzul rannvro Breizh, Dizale a zo bet ivez skaozellet gant Ar Redadeg e 2012. Roet a zo bet ganto 8500 € evit sikour krouiñ BreizhVOD.[3]

An oberennoù kinniget war BreizhVOD a c’hell bezhañ oberennoù e brezhoneg boulc’het gant embregerezioù-produiñ e Breizh (Kalanna, Gwengolo filmoù), oberennoù advouzhiet gant Dizale pe c’hoazh abadennoù pe heuliadoù skignet war TVBreizh, Tébéo, TébéSud, TVR ha BrezhoweB.[4]

Ar servij koumanant miziek pe bloaziek BreizhVOD+ a ro tro da selet ouzh kement oberenn a zo en-linenn war al lec’hienn.


Servijoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Servij gourc'hemenn dre oberenn war BreizhVOD : adalek 2,99 €

Servj koumanant war BreizhVOD+ :

Koumanant miziek → 5,99 €/miz

Priz dizoleiñ → 14,99 € evit 4 mizvezh (e plas 23,96 €)

Koumanant bloaziek → 59,99 €/bloavezh

Koumanant evit an aozadurioù (skolioù, kevredigezhioù,…) → 199 €/vloaz

  1. http://www.dizale.bzh/#activite
  2. http://bretagne-tele.fr/web-breizhvod-netflix-breton/
  3. https://www.ar-redadeg.bzh/fr/projets-finances/article/selection-2012
  4. http://www.culture-breizh.com/fr/2012/11/videos-en-langue-bretonne-a-la-demande-breizhvod/