Impalaeriezh Sith

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Impaleriezh Sith)
Ardamez an Urzh Sith

An Impalaeriezh Sith a zo bet unan d'eus luskadoù kreñvañ bed ijinet Star Wars. Bet eo oa ur ren galloud gant ur sell hollveliel evit ar galaksienn ha gant ar pal reiñ lañs d'ar re Sith ha trec'hiñ ar re Jedi.

Istor an Impalaeriezh Sith[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tro 7000 bloaz araok Emgann Yavin pe -7000 aEY taolennet er c'hentañ film Star Wars Lodenn 4: Ur Spi Nevez goude un eil sism etre mestronerien an Nerzh en Urzh Jedi e savas brezel. Mare ar c'hant bloavezh teñvalijenn ez eo, a welas ul lajad amzer a 100 vloaz stourm etre ren ar C'huzul Jedi hag e enebourien ar re Jedi Renead aet gant al Lusk nerzh Teñval. Emgannioù drastus ha gwadus a vezo betek gwelet trec'h ar re Jedi hag ar Republik Kozh.

Er bloavezh -6900 aEY ez eo stlapet 'maez ar re Jedi Renead deus an tiriad republikan ha rediet da derc'hout kuit gant o listri egor etrezek an tiriadoù dianavezet. En ur vont eno e vez dizoloet ganto ur blanedenn dianav betek-en hini Korriban, planedenn genidik ar meuriad iskis Sith. Ar re Sith a oa ur boblañs kentidig hag aes dezho da implij an Nerzh Teñval dindan ur stumm strobinelerezh met kreñv galloudus. Ar re Sith o welet an estrañjourien oc'h erruout etrezek eno dre listri egor a soñjas e oant doueed hag a zegemeras anezho da vistri.

Ar re Jedi Renead o vezañ mistri war ar boblañs Sith hag ar blanedenn Korriban a grogas gant sevel un Impalaeriezh a emledas goustadik tro-dro d'o lec'h repuiñ. Meskajoù gwad a vezo etre ar re Jedi Renead hag ar re Sith pezh a lakao ar re Jedi Du da gemer an anv Aotrouien Sith.