Iliz an Eürustedoù

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Iliz an Eurustedoù)
Iliz an Eurustedoù

Iliz an Eürustedoù[1] zo un iliz katolik war ribl lenn Tiberiad, e-kichen Menez an Eürustedoù. Hervez an hengoun kristen, eo ul lec'h m’en defe Jezuz embannet e « Sarmon war ar Menez » pe embann ar Rouantelezh (Mz 5,1-12 ; Lk 6,17.20-26).

Ar Pab Paol VI a oa deuet di e pelerinach e miz Genver 1964, hag ar Pab Yann-Baol II e Meurzh 2000.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hervez Douar Santel. Terre Sainte, gant Job an Irien, Ti embann Minihi Levenez, 1998. Hervez geriadurioù Vallée ha Hemon e talv "eürusted" kement hag "eurvad" ("bonheur" e galleg) hag ur ger hollek eo, hep liester ebet.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]