Iliz Sant Pêr Irvilhag

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Iliz Irvilhag
Iliz Irvilhag

Porzh bered Irvilhag a zo klok gant an iliz, ar c’halvar, ar vered, ar garnel hag ar voger tro-dro.

An iliz, dediet da Sant Pêr, a zoug un enskrivadur latin, warni :

« Frater. Vincentius. de. Kerouartz. canonicus. regularis. abbatiae. beatae. Mariae. de. Daoulas. et. Prior. Rector. huius. loci.1656 »

Hervez ar Chaloni Abgrall, ar c’hloc’hdi, yaouankoc’h (1850), a oa bet diskaret gant an tan-foeltr d’ar 14 a viz Genver 1777. Adsavet e oa bet diwar ur raktres graet gant an Tad Pouliquen, Kure ar barrez e 1850 eta. Souezhus eo, peogwir eo heñvel a-walc’h ouzh ur c’hloc’h.

An tour iliz a zo skoazellet war daou du gant touribelloù skañv ha mistr.

E tu ar mervent e weler ur garnel vrav, savet e 1692.

E diabarzh an iliz ez eus delwennoù kozh, dreist holl ar re Sant Erwan, Sant Roc’h ha Sant Jakez.

An Tadoù Peyron hag Abgrall o deus skrivet (1914) diwar benn ur Person eus Irvilhag (1786-1791) :

Jos Mari ar Corvaisier, bet ganet e Kemper.
E-pad an dispar, en deus nec’het bezañ a du gant ar Vonreizh (30 a viz Genver 1791).
Flatret gant Gabi Cren, maer Irvilhag, evel ar Bersoned all eus ar barrez, e tec’has betek Karaez e-lec’h e voe paket.
Goude bezañ bet toullbac’het e meur a lec’h eus ar vro, e voe kaset da Rochefort a-benn ar fin, ha du-se e varvas d’ar 24 a viz Gwengolo 1794.
E gorf, stlapet er mor, a zo bet dastumet en ur porzh anvet Port des Barques e galleg.