Iliz-veur Gwened
| Deiziad krouiñ | 1450 |
|---|---|
| Anv er yezh a orin | Cathédrale Saint-Pierre de Vannes |
| Relijion pe kredenn | Katoligiezh |
| Anvet diwar | Pêr |
| Stad | Frañs |
| E tiriad | Gwened |
| Eskopti | Eskopti Gwened |
| Located in the religious territorial entity | Q100994697 |
| Lid katolik | lid roman |
| Daveennoù douaroniel | 47°39′28″N 2°45′25″W |
| Dedicated to | Pêr |
| Giz savouriezh | Arkitektouriezh c'hotek |
| Statud gladel | monumant istorel rummet |
| Chomlec'h | place Saint-Pierre |
| Lec'hienn ofisiel | http://cathedrale-vannes.cef.fr/ |
| Category for the exterior of the item | Category:Exterior of Cathédrale Saint-Pierre de Vannes |
| Category for the interior of the item | Category:Interior of Cathédrale Saint-Pierre de Vannes |

Iliz-veur Sant-Pêr eo iliz-veur katolik Gwened e Breizh. Pennlec'h Eskopti Gwened eo, dougen a ra ivez an titl a benniliz vunut. Unan eus seizh iliz-veur an Tro Breizh eo.
Savet e voe e doare gotek war lec'h an iliz-veur kozh romanek. En em astenn a ra he savidigezh a-hed pemp kantved, eus ar XVvet betek an XIXvet kantved, ha ma lakaomp e kont an tour-iliz romanek miret diouzh ar savadur kozh e teuomp d'ur prantad sevel a seizh kantved. Dre vras e chom ar savadur, daoust da bep tra, feal d'ar stil romanek kozh hag enni e kaver un nev gant dek chapel a-gostez, ur groazenn gant divrec'h disheñvel, ar c'heur kelc'hiet gant an dro-geur hag ar chapel ar Werc'hez a-steud.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet eo Eskopti Gwened ent-ofisiel gant Kuzul proviñs Gwened a voe e 465 ha meneget eo iliz-veur an eskob Padern, met n'ouzer ket hag-eñ e oa er memes lec'h hag hiziv. Distrujet e voe an iliz kentañ-mañ gant ar Vikinged e 919.
Tud beziet en Iliz-veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sant Visant Ferrer (1350-1419), misioner katalan,
- Janed Bro-C'hall (1391-1433), Dugez Breizh,
- Izabel Bro-Skos (1426–1494), Dugez Breizh.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel
- Fotoioù kozh eus Iliz-veur Gwened, Dielloù luc'hskeudennel - Dapa
- Glad Gwened : Iliz-veur Sant-Pêr, infoBretagne.org
- Iliz-veur Sant-Pêr Gwened hag he ograouioù, musiqueorguequebec.ca
- Iliz-veur Sant-Pêr (Gwened), Renabl hollek ar glad sevenadurel - rannvro Breizh