Ilie Bolojan
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Roumania |
| Anv e yezh-vamm an den | Ilie Bolojan |
| Anv ganedigezh | Ilie Gavril Bolojan |
| Anv-bihan | Ilie, Gavril |
| Anv-familh | Bolojan |
| Deiziad ganedigezh | 17 Meurzh 1969 |
| Lec'h ganedigezh | Birtin |
| Tad | Ilie Bolojan |
| Mamm | Floarea Bolojan |
| Yezhoù komzet pe skrivet | roumaneg |
| Micher | politiker, maer |
| Karg | Kentañ Ministr Roumania |
| Bet war ar studi e | Universitatea de Vest din Timișoara, Politehnica University of Timișoara |
| Strollad politikel | Partidul Naţional Liberal |
| Prizioù resevet | Knight of the Order of the Crown (Romania) |
Ilie Gavril Bolojan, ganet d'ar 17 a viz Meurzh 1969, zo ur politiker eus Roumania ha Kentañ ministr Roumania abaoe an 23 a viz Mezheven 2025[1]. Meur a garg all en doa bet a-raok : maer Oradea, prezidant kuzul Distrig Bihor, prezidant Sened Roumania ha prezidant da c'hortoz Roumania[2] zoken, etre miz Kerzu 2024 ha miz Mezheven 2025.
Goude ar c'holl a oa bet gant ar Strollad Frankizour Broadel (PNL) e kentañ tro dilennadegoù prezidant Roumania e 2024 hag a voe nullet, ar c'hentañ ministr Nicolae Ciucă en doa roet e zilez diouzh penn ar strollad PNL. Bolojan a oa deuet da vezañ neuze penn nevez ar strollad ha dilennet e oa bet da brezidant Sened Roumania[3].
D'an 12 a viz C'hwevrer 2025, goude dilez ar prezidant Klaus Iohannis, Bolojan a oa deuet da vezañ prezidant Roumania betek ma vije dalc'het dilennadeg prezidant Roumania e miz Mae 2025. Ar prezidant dilennet, Nicușor Dan, ur wech dilennet, en doa choazet Ilie Bolojan evel Kentañ Ministr.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Romanian lawmakers vote in favor of pro-EU coalition, aiming to end protracted political crisis. AP News (23 June 2025).
- ↑ (fr) https://www.eurotopics.net/fr/334006/roumanie-ilie-bolojan-investi-president-interimaireabaoe
- ↑ Ilie Bolojan a fost ales președinte al Senatului. Ciprian Șerban, șef la Camera Deputaților.