Mont d’an endalc’had

Ildal

Eus Wikipedia

An ildal a zo ur digresk war ar priz roet goude ar fakturadur en eskemm d'ar c'hementadoù bras a broduioù prenet gant an arval. Peurliesañ e vez paeet hemañ e dibenn ar bloaz, met a-wechoù, e plas ur sammad arc'hant e c'hall bezañ roet ur servij d'ar prener gant ar gwerzher.

An ildal a zoug an arval da brenañ a gementadoù bras.

An ildal a c'hall bezañ lakaet e-barzh familh an distalioù, evel ar rabat (a vez roet abalamour d'ur si fall gant ar produ). An ildal a vez jedet gant ur dregantad dre droc'had kengreadur graet gant an arval.

Testeniekaet eo an ildal gant ur fakturenn kaoud hag a brou kredad ar pourvezer. An ildal a zo un digresk priz evel an distaol hag ar rabat.