Il m'a vue nue
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Il m'a vue nue (Ma gwelet en deus en noazh e brezhoneg) zo ur ganaouenn c'hallek hag a oa bet krouet ar gerioù anezhi gant ar c'hanaouenner gall Rip[1]. Savet e oa bet he zon gant Pierre Chagnon (1893-1957) ha Fred Pearly[2].
Edo e-touez ar c'hanaouennoù bet savet e 1926 da-geñver an arvest Ça c'est Paris a oa Mistinguett ar benndañserez anezhañ er c'habared Moulin Rouge. Se zo kaoz e oa bet enrollet ganti evit ar wech kentañ hag embannet d'ar 17 a viz Kerzu 1926 gant Odeon. 3:10 he fadelezh ez a Il m'a vue nue d'ober an tu B eus ur bladenn-goar[3] hag a zoug Ça c'est Paris war he zu A.
Kanerien all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanet e oa bet Il m'a vue nue gant Emma Liebel ha Les Charlots peurgetket.