Mont d’an endalc’had

Igor Stetchkin

Eus Wikipedia

Igor Yakovlevitch Stetchkin (rusianeg : И́горь Я́ковлевич Сте́чкин), bet ganet d'ar 15 a viz Du 1922 e Aleksin (oblast Toula, RSKS Rusia), ha marvet d'an 28 a viz Du 2001 e Toula (Rusia), a oa un armeurer rusian.

Yakov Sergeyevitch Stetchkin, tad Igor Stetchkin, a oa ur surjian brudet, hag a voe e penn servijoù surjianerezh kêr dToula e-kerzh an Eil Brezel-bed. Eontr Igor, Sergey Yakovlevitch, en doa kemeret perzh e krouidigezh kentpatromoù an tank Tsar e 1914, ha kalz armoù a oa e ti Igor pa oa yaouank. En e yaouankiz e teuas da vezañ sot gant an armoù, ha deskiñ a reas penaos dresañ ha kempenn anezho[1].

Pa oa Igor en e drizek vloaz, e 1935, ez eas e familh da vevañ e Toula. Pa voe aloubet URSS gant an Trede Reich e 1941 e voe nac'het en arme abalamour d'e zaoulagad. E 1941 e lakaas e anv e rann an armoù skañv, e Skol Ijinerezh Toula. Kaset e voe da Ijevsk pa voe dilojet ar skol abalamour d'ar brezel. Distreiñ a reas da Doula e 1942 evit kenderc'hel gant e studioù. Diplomet e voe e 1948, a-drugarez d'ul labour war ur bistolenn damaotomatek 7,65 mm[2].

Ur bistolenn APS.

Er memes bloaz e krogas da labourat er Burev Studiañ Kreiz n°14 (TsKB 14), unan eus ar servijoù sevel armoù skañv pennañ en URSS neuze. Karget e voe da sevel un arm-dorn gouest da dennañ e mod damaotomatek hag aotomatek betek 200 metr. Ar bistolenn APS kinniget gantañ a zeuas da vezañ arm ordrenañs en arme soviedel adalek 1951. War-lerc'h e savas an TKB-506, ur bistolenn tri c'hanol kuzhet evit ezhommoù ar c'hKGB[2].

E 1971 e voe kaset da labourat e Burev Studi Kreiz an armoù chaseal ha sport. Adalek 1981 e kemeras perzh er raktres Abakan, a oa e bal kavout ur fuzuilh-arsailh nevez modernoc'h evit an AK-74. Arm Stetchkin a voe e-touez an tri gwellañ en amprouennoù, met koll a reas a-enep an AN-94. Er bloavezhioù 1990 e adkrogas Stechkin da labourat war armoù-dorn : lod anezhe a voe implijet gant servijoù surentez diabarzh Rusia, evel ar revolver OTs-01 Kobalt, ar bistolenn 5,45 mm OTs-23 Drotik, ar bistolenn 9 mm damaotomatek OTs-27 Berdysh, hag ar bistolenn aotomatek 9 mm OTs-33 Pernach.

  1. (ru) Игорь Яковлевич Стечкин и его легендарное оружие, Pravda-TV.ru, 16/11/2012 (lennet d'an 28/06/2026)
  2. 1 2 (ru) Игорь Яковлевич Стечкин (Igor Yakovlevitch Stetchkin), war lec'hienn Mirdi Armoù Toula (diellet, lennet d'ar 27/06/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan