Mont d’an endalc’had

Hymen (doue)

Eus Wikipedia
Hymen gwisket e maouez, gant Nicolas Poussin.

Hymen (henc'hresianeg : Ὑμήν), pe Hymenaios (Υ̓μέναιος / Hyménaios), latinekaet en Hymenaeus, a oa doue an euredoù e relijion Hellaz kozh.

Mab e oa da Apollon ha d'ur vuzenn, Ourania pe Kleio, pe Kalliope pe Terpsic'hore, pe marteze d'an doue Dionysos ha d'an doueez Afrodite, pe d'ar roue Magnes.

Lidet e veze e pep lec'h, ha huchet e veze e anv en euredoù.

Meur a vojenn zo war e anv

  • Ur paotr koant eo, par da Apollon;
  • Dieubiñ a reas merc'hed yaouank a oa bet skrapet gant morlaeron ha daskoret gantañ d'o zud, gant ma vije roet dezhañ dorn an hini a gar hag a ra fae warnañ.
  • Koll e vouezh, pe e vuhez, a eure da eured Dionysos hag Ariadne.


E stalikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ar fleüt
  • ar flammerenn eured
  • ar gurunenn roz

Ar skeudennoù anezhañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskouezet e veze evel ur melegan, ur gurunenad bleunioù marjol en-dro d'e benn, ur flammerenn en e zorn dehou, ur ouel velen (al liv eured) en e zorn kleiz.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]