Mont d’an endalc’had

Hutteridi

Eus Wikipedia

An Hutteridi a zo ur rummad etno-relijiel skourr eus an advadezouriezh a gav e wriziennoù en Adreizhadur Krenn ar XVIvet kantved evel an Amished hag ar Vennonidi. Abaoe marv o diazezer Jakob Hutter e 1536 o deus renket e-pad kantvedoù mont a vro da vro abalamour d'o c'hredennoù (lakaat boutin ar madoù ha peoc'hgarouriezh krenn peurgetket). Ne oa tost hini anezho ebet ken war-dro fin an XVIIIvet ha deroù an XIXvet kantved met kavet o deus un annez nevez en Amerika an Norzh. Abaoe ouzhpenn 125 bloaz eo kresket o niver eus 400 d'un 42.000 bennak. Bevañ a ra an darn vrasañ anezho hirie e kornôg Kanada hag e norzh Plaenennoù Bras ar Stadoù-Unanet.

Merc'hed Hutterat o labourat.