Mont d’an endalc’had

Hunt: Showdown

Eus Wikipedia
Hunt: Showdown 1896
c'hoari video
TitlHunt: Showdown 1896 Kemmañ
Tachennsurvival horror, tenn kentañ-sell, extraction shooter Kemmañ
DiorroerCrytek Kemmañ
Ti-embannCrytek Kemmañ
SavennMicrosoft Windows, PlayStation 4, Xbox One, PlayStation 5, Xbox Series X/S Kemmañ
Deiziad embann27 Eost 2019, 15 Eost 2024 Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet, Alamagn Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Kemmañ
DasparzherSteam, Humble Store, PlayStation Store, Microsoft Store Kemmañ
Notenn ar varnouriezh78/100, 66% Kemmañ
Prizioù resevetDeutscher Computerspielpreis Kemmañ
Bet kinniget evitSteam Award for Best Game You Suck At Kemmañ
Doare c'hoaric'hoari video liesc'hoarier, PvP, PvE, co-op mode Kemmañ
Lusker grafikCryEngine V Kemmañ
Trobarzhell dont trelogodenn, touchennaoueg, lanker c'hoari Kemmañ
Diaz embannembannadur niverel Kemmañ
Renkadur ESRBMature 17+ Kemmañ
Renkadur USKUSK 18, USK 18, USK 18 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.huntshowdown.com/ Kemmañ
A implijEasy Anti-Cheat Kemmañ
Kenglotus gantLinux Kemmañ

Hunt: Showdown 1896 (berraet en Hunt: Showdown) zo ur c'hoari video tenn kentañ sell hag eztennadur savet gant Crytek. Lañset eo bet war ar savenn Steam e stumm early access d'an 22 a viz C'hwevrer 2018 ha war an Xbox Game Preview d'an 29 a viz Mae 2019. An embannadur leun a zo bet d'ar 27 a viz Eost 2019 war Microsoft Windows, hag embannet war an Xbox One d'an 19 a viz Gwengolo 2019ha war ar PlayStation 4 d'an 18 a viz C'hwevrer 2020. Er c'hoari, e vez ar c'hoarier gant roll ur bounty hunter hag a glask lazhañ boudoù-bev mojennel en eskemm d'ar sammadoù arc'hant lakaet war penn pep hini. Ouzhpenn-se e rank chom bev en desped d'ar chaseourien all, pa vez ar c'hoarier o klask tizhout al lec'h eztennadur.

Hunt: Showdown a oa bet diorreet da gentañ gant Crytek USA, ar studio a oa o klask sevel un hêrezh da Darksiders - un heuliad c'hoarioù video a oa bet savet gant, Vigil Games - ha da vezañ anvet Hunt: Horrors of the Gilded Age. Sañset e oa da vezañ unan doare kenskoazell liec'hoarier. Goude ur c'hentañ kemennadenn e miz Even 2014, Crytek USA a oa aet da get goude kudennoù arc'hantaouiñ, hag an diorroadur a oa bet fiziet e Crytek en Alamagn. Ar c'hoari a oa bet adanvet Hunt: Showdown, ha kemmennet e oa bet e Mae 2017 e oa troet d'ur c'hoari liesc'hoarier met kevezer lec'h ma vije ar c'hoarierien o stourm etrezo hag a-enep enebourien meret gant an naouegezh artifisiel e kartennoù ledan doare bed digor. Ar c'hoari a zo bet degemeret mat dre vras pa oa bet embannet da vat ha gwelet e oa bet mat an doare kelc'h c'hoari.

Un doare gwellaet d'ar c'hoari a zo bet embannet war an urhziataer, PlayStation 5, hag Xbox Series X/S d'ar 15 a viz Eost 2024 gant an titl Hunt: Showdown 1896. Goude ar welladenn-se, ar stummoù war PlayStation 4 hag Xbox eus ar c'hoari a oa bet tennet.ref>Hunt: Showdown Is Having Its Best Day Ever On Steam Following Ambitious 1896 Update. Fandom, Inc. (15 a viz Eost 2024).</ref>.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]