Mont d’an endalc’had

Hunsrück

Eus Wikipedia
An Erbeskopf
Emañ Hunsrück etre ar Roen ha Luskembourg.

An Hunsrück (distaget [ˈhʊnsʁʏk] en alamaneg) zo un dorosennad menezioù izel e kornaoueg Alamagn. Bevennet eo gant traoñoù ar Mosel (en hanternoz), an Nahe (er c'hreisteiz), hag ar Roen (er reter). En tu all d'ar Roen en em astenn an Taunus. En hanternoz d'ar Mosel emañ torosennad an Eifel.

Kalz eus kernioù an Hunsrück n'int ket ouzhpenn 400 metr uhelder. Un nebeud re zo uheloc'h avat, evel an Erbeskopf (816 m) pe ar Rösterkopf (708 m).

E-touez ar c'hêrioù brasañ a gaver en tolead e c'haller menegiñ Kastellaun, Simmern, Kirchberg ha Morbach.

Deuet eo an Hunsrück da vezañ eus ar c'hornioù-bro gant ar muiañ a dourioù-avel en Alamagn. Kalz touristed a zeu d'an tolead hag ur park natur a oa bet digoret e 2015, Park Broadel Hunsrück-Hochwald. Brudet eo bet ar c'hornad gant ar film Heimat a zo bet troet eno. Kalz a dud a oa bet o tivroañ, en XIXvet kantved, da vont da Vrazil dreist-holl.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.