Mont d’an endalc’had

Hugo Borchardt

Eus Wikipedia

Hugo Borchardt, ganet d'ar 6 a viz Even 1844 e Magdeburg (proviñs Saks, Rouantelezh Prusia) ha marvet d'an 8 a viz Mae 1924[1] e Berlin-Charlottenburg (Republik Weimar)[2], a oa un ijinour armoù-tan alaman. Brudet eo evit bezañ ijinet ar Borchardt C-93, unan eus ar pistolennoù damaotomatek kentañ.

Nebeut a ouzer diwar-benn yaouankiz Borchardt. Divroañ a reas war-dro 1858 d'ar Stadoù-Unanet, e-lec'h ma labouras evel gourseller ar produiñ en uzin armoù Pioneer Breechloading Arms Company e Trenton (Massachusetts). Etre 1874 ha 1876 e labouras er Singer Sewing Machine Company, ha goude evit Colt ha Winchester. En embregerezh diwezhañ-mañ e vreouas un ijinadenn gentañ, stag ouzh ar mod da broduiñ kartouchennoù[1].

E 1876 e kuitaas Winchester da vezañ gourseller ha teñzorer en embregerezh armoù Sharps. Eno e tiorroas ar fuzuilh Sharps-Borchardt Model 1878, met ne reas ket berzh. Mont a reas an embregerezh da get e 1881[1]. Divroañ a reas da vBudapest (Hungaria) evit labourat en embregerezh-stad hag a brodue armoù[2]. E 1891 e tistroas d'ar Stadoù-Unanet evit labourat evel kuzulier gant Remington, a gemere perzh d'ar mare-se e amprouennoù an US Army gant e fuzuilh Lee.

Ur bistolenn Borchardt C-93.

Distreiñ a reas Borchardt da Alamagn goude-se, e-lec'h ma savas asambles gant an embregerezh Ludwig Loewe & Co. ur bistolenn damaotomatek hag a voe anvet Borchardt C93. Nevez-flamm e oa an armoù a seurt-se, hag aweniñ a rejont ar pistolennoù modern, evel ar Mauser C96 hag al Luger 1900 war-lerc'h. Reiñ a reas e anv ivez d'ur gartouchenn nevez-savet evit an arm, ar 7,65 × 25 mm. Gwerzhet e voe ar C93 adalek 1895 war ar marc'had sivil. Ne fellas ket da Hugo Borchardt kemmañ e bistolenn er bloavezhioù war-lerc'h, pa soñje dezhañ ne oa ket ezhomm da wellaat anezhi, hag an embregerezh Loewe, a oa deuet da vezañ an DWM etretant, a c'houlennas gant un ijiner all, Georg Luger, kemer e karg diorren ar pistolennoù nevez. Borchardt a chomas da labourat evit an DWM memestra[1].

Mervel a reas e 1924 e Charlottenburg diwar ur bneumonienn[1].

  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 (en) Hugo Borchardt, House of Browning (lennet d'ar 05/06/2025)
  2. 2,0 ha2,1 (en) Hugo Borchardt, Luger Forum (lennet d'ar 05/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan