Mont d’an endalc’had

Huadeg

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ur vodadeg chaseourien a-raok un huadeg e Finland (2017). Seurt emvodoù a zo ret evit ma vo a-du ar berzhidi etreze war reolennoù ha palioù huadeg an deiz.

An huadeg zo ur mod da chaseal jiboez a-stroll. En un huadeg e vez kelc'hiet al loened chaseet gant poulzerien, gante chas a-wechoù, war-zu tennerien hag a zo o fal lazhañ ar jiboez.

E Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bronneged evel ar moc'h-gouez, ar c'hirvi, al lern pe ar yourc'hed a vez chaseet en huadegoù peurliesañ. Abalamour e vodont meur a chaseour war ar memes tachenn eo ar mod-chaseal dañjerusañ er vro : an hanter eus ar gwallzarvoudoù a c'hoarvez da vare chaseadegoù a-stroll. Evit-se e rank ar berzhidi doujañ da reolennoù strizh, evel bezañ gwisket gant jiledoù fluo, tennañ en ur c'horn 30 derez diraze pe kelaouiñ an dremenerien gant panelloù[1].

  1. (fr) Les consigne de sécurité à respecter pour chasser en sécurité, Fédération Nationale des Chasseurs (lennet d'an 19/01/2025)