Houthied
| Deiziad krouiñ | 1994 |
|---|---|
| Anv er yezh orin | الحوثيون |
| Emezelet ouzh | Ahel ar Rezistañs |
| Relijion pe kredenn | Islamist Shi'ism |
| Perzhiad e | 2019 Abqaiq-Khurais attack, 2011 Yemeni revolution |
| Brezel | Brezel diabarzh Yemen, Red Sea crisis |
| Anvet diwar | Hussein al-Houthi |
| Diazezer | Hussein al-Houthi |
| Prezidant | Abd al-Malik al-Houthi |
| Ger-stur | Sarkha |
| Stad | Yemen |
| Sez sokial | Saada, Sana'a |
| Levezonet gant | Hezbollah |
| Darvoud-alc'hwez | Houthi insurgency, Saudi-led intervention in the Yemeni civil war |
| Lec'hienn ofisiel | https://ansarollah.com.ye/, https://ansarollah.com.ye/en/ |
| A-enep | Ali Abdullah Salih |
| Maḍhab | Zaidism |
An Houthied, pe Ansar Allah, zo ul luskad politikel hag armet islamour. Krouet e voe e Saada, e norzh Yemen, er bloavezhioù 1990. Un nerzh chiit dreist-holl eo al luskad houthi.
Dindan renerezh Hussein Badreddin al-Houthi e savas ar strollad a-enep ar prezidant yemenat kozh Ali Abdullah Saleh ha kemer a reas perzh en dispac'h yemenat, en ur vezañ kevredet gant strolladoù islamour all evel an Hamas hag an Hezbollah. Armet e voe ar strolladoù-se gant renad islamek iranat Ali C'hamenei.
Evel ezel eus Ahel ar Rezistañs ez eo enebet an Houthied ouzh Israel, SUA, hag ouzh an darn vrasañ eus ar broioù europat. Alies e tagont listri perc'hennet gant ar broioù-se er Mor Ruz, dre fuc'h alies met a-wechoù en ur dizhout anezho war-eeun. E respont d'ar brezel e Gaza abaoe 2023 o deus taget an Houthied muioc'h-mui a vagoù kornôgat er Mor Ruz, ar pezh en deus kaset da oberiadennoù amerikan, israelat, breizhveuriat ha gall a-enep dezho e 2024 ha 2025.