Hotchkiss M1922
| Hotchkiss Modèle 1922 | |
|---|---|
Ur fuzuilh-vindrailher Hotchkiss 1922 (stumm 1926) implijet gant arme Gres, kambret e 6,5 mm Schönauer | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh-vindrailher aotomatek hepken |
| Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston hir e red |
| Munisionoù | 6,5 mm Mannlicher-Schönauer 7 × 57 mm Mauser 7,92 × 57 mm Mauser .303 British 8 mm Lebel |
| Produer | Hotchkiss |
| Bloavezh krouidigezh | 1922 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 8,5 kg |
| Hirder | 1 216 mm |
| Hirder ar c'hanol | 600 mm |
| Lusk-tennañ teorikel | 450 tenn/mn |
| Endalc'h | Bandennadoù reut 15, 24 pe 30 kartouchenn Kargerioù fiñv 20 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
An Hotchkiss Modèle 1922 zo ur fuzuilh-vindrailher ijinet gant an embregerezh gall Hotchkiss ha gwerzhet adalek 1922 d'un nebeud broioù en Europa[1].
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel ar vindrailherez Hotchkiss Modèle 1914 eo diazezet ar fuzuilh-vindrailher M1922 war ur sistem tennata dre amprest gazoù a-drugarez d'ur piston hir e red. Ur mod aotomatek a oa dezhi hepken, ha kambret e voe evit kartouchennoù a bep seurt, hervez c'hoant he frenerien, evel ar 6,5 mm Mannlicher-Schönauer, ar 7 × 57 mm Mauser pe ar 7,92 × 57 mm Mauser[1]. Un nebeud skouerennoù a voe kambret e .303 British pe e 8 mm Lebel evit amprouennoù er British Army hag en arme c'hall. Pourveziet e oa gant bandennoù kartouchennoù reut, met kargerioù fiñv a zo bet implijet evit skouerennoù gwerzhet er Rouantelezh-Unanet pe e Spagn[2].
Kinnig a reas Hotchkiss an arm gant meur a opsion : kanol standart pe ponner, kalibroù disheñvel pe dornell dezougen da skouer. Anvet e voe M1924 hag M1926 ivez hervez ar stummoù.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ne voe ket implijet da vat en arme c'hall, pa choazas homañ ar MAC 24 e deroù ar bloavezhioù 1920. Amprouet e voe er British Army, ha gwerzhet e voe skouerennoù d'un nebeud broioù all evel Gres (e 6,5 mm Schönauer hag 8 mm Mauser), Sina, Tchekoslovakia ha Turkia (e 8 mm Mauser). War-dro 2.000 skouerenn e 7 mm Mauser a voe prenet gant arme Spagn[2], ha servijout a reas ar fuzuilh-vindrailher e brezel Spagn[3]. Implijet e voe ivez er brezel etre Italia ha Gres, e deroù an Eil Brezel-bed[2].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Mod-implij an Hotchkiss Modèle 1922 war Forgotten Weapons (pellgarget d'an 03/02/2025)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) POPENKER Maxim, Hotchkiss M1922, Modern Firearms (lennet d'an 03/02/2025)
- 1 2 3 (en) McCOLLUM Ian, Hotchkiss M1922/24/26, Forgotten Weapons (lennet d'an 03/02/2025)
- ↑ (en) HEINZ Leonard R., Small arms of the Spain Civil War, 10/12/2016 (pellgarget d'an 03/02/2025)