Hotchkiss H35
| Iskevrennad eus | tank skañv |
|---|---|
| Anv er yezh orin | Hotchkiss H35 |
| Brezel | Eil Brezel-bed |
| Bro orin | Frañs |
| Saver | Hotchkiss et Cie |
| Lakaet er servij | 1936 |
| Tennet eus ar servij | 1952 |
An Hotchkiss H35 (anv leun e galleg: Char léger modèle 1935 H) a oa un tank skañv pe tank varc'hegiezh krouet a-raok an Eil Brezel-bed. En desped da vezañ bet empentet adalek 1933 evel un tank skañv gorrek met hobregonet mat evit ambrougañ an droadegiezh, an tank ne oa ket bet degemeret gant pennoù an droadegiezh rak diaes e oa implij anezhañ evel tank war ar maez, ha ret e voe gortoz 1936 evit ma vije degemeret gant skourr varc'hegezih al lu gall.
Adalek 1938 e voe savet ur stumm gwellaet hag a voe produet gant ur c'heflusker kreñvoc'h, ar Char léger modèle 1935 H modifié 39, a oa bet gwellaet c'hoazh e 1940 gant ur c'hanol ponneroc'h hag hiroc'h, ar c'hanol 37 mm. Ar pal a oa kaout un doare tank skañv diazez gwellaet, hag ar pal nevez a oa kaout ur pevar c'hant tank evit dafariñ pep a beder divizion marc'hegiezh ha troadegiezh. Dre ma oa bet kollet Emgann Bro-C'hall gant an arme c'hall e miz Even 1940, an tankoù produet ne oa bet nemet 1200 anezho.
Evit ar peurrest eus ar brezel e oa bet an Alamanted hag o harperien oc'h implij an tankoù Hotchkiss paket ganto ha kemmet.