Hotchkiss
Hotchkiss a oa un embregerezh armoù-tan ha karbedoù gall, bet oberiant eus 1867 betek ar bloavezhioù 1960.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Benjamin Berkeley Hotchkiss (1826-1885), ur Stadunanad hag en doa desket ar vicher en embregerezh Colt peurgetket, a savas munisionoù hag armoù dindan e anv e-pad brezel diabarzh ar Stadoù-Unanet, evit an Unaniezh. Goude dibenn ar brezel e klaskas ledanaat e dachenn werzhañ betek Europa[1].
E 1867, dindan atiz gouarnamant an Eil Impalaeriezh, Hotchkiss a savas ul labouradeg kartouchennoù metalek e Vivièrs (Aveyron), e su Bro-C'hall. Goude ar brezel gall-alaman, ha eñ deuet da vezañ pinvidik, Hotchkiss a zilojas da Saint-Denis, nepell diouzh Pariz. Ul labouradeg mekanikerezh nevez a savas er gêr, war hent Gonesse (bali Stalingrad hiziv an deiz). Eno e ijinas armoù-tan hag a voe implijet gant an arme c'hall goude, evel ar c'hanol revolver 40 mm hag ur rummad mindrailherezioù. E 1885 e varvas Benjamin B. Hotchkiss[1]. Lec'hioù produiñ all a voe savet, evel un eil uzin e Saint-Denis (bali Ornano hiziv an deiz)[2].
Adalek 1900 e krogas an embregerezh da broduiñ pezhioù kirri-tan evit Panhard et Levassor, De Dietrich, De Dion-Bouton ha reoù all. Adalek 1904 e werzhas Hotchkiss e otoioù dezhañ. Dont a reas an embregerezh da vezañ e-touez produerien karbedoù brudetañ ar mare a-raok 1914 e Bro-C'hall[1][3].
Pa darzhas ar Brezel-bed Kentañ e voe dilojet mekanikoù-ostilh an embregerezh da garter Monplaisir (Lyon) ha rediet da broduiñ armoù-tan hepken. An Hotchkiss Modèle 1914 a voe da skouer unan eus mindrailherezioù diazez an droadegiezh c'hall e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Goude ar brezel e tibabas an embregerezh produiñ kirri-tan hepken. Berzh a reas e garbedoù er bloavezhioù 1920 ha 1930 a-drugarez d'o disoc'hoù e kentstrivadegoù a bep seurt[3]. E 1929 e werzhas da skouer 3.794 karr-tan, ur sifr uhel evit ar mare[1].

Adalek ar bloavezhioù 1930 e labouras Hotchkiss war un tank nevez evit an arme c'hall, diwar c'houlenn ar gouarnamant. War-dro 1.000 skouerenn eus an H35 a oa e servij e miz Mae 1940 pa voe aloubet ar vro gant an Alamaned. Ul lodenn eus implijidi ha mekanikoù ar vro a voe kaset da Auxerre ha da Moulins e-pad ar "Brezel Drol". Etre 1940 ha 1944 e voe rediet Hotchkiss da labourat evit industriezh an Trede Reich. Armoù nevez a veze ijinet ivez dre guzh en embregerezh. Peugeot a gemeras muioc'h-mui a bouez en e renerezh[1][3].
Goude ar brezel, Hotchkiss a savas karbedoù dezougen ha karbedoù milourel bihan. E 1955 en doe ar gwir da broduiñ ar Jeep Willys MB dindan aotre. E 1966 e voe kendeuzet an embregerezh en ur strollad anvet Thomson Houston – Hotchkiss Brandt, a voe adanvet Thomson-Brandt e 1971[1].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Daniel Tard, Hotchkiss. Petit dictionnaire du « juste milieu », Massin, 1994, 317 p.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 ha 1,5 (fr) LEJEUNE Dominique, Hotchkiss, des armes et des automobiles, 2002, diellet war HAL
- ↑ (fr) FURIO Antoine, CALISTE Lisa, Usine de construction des automobiles Hotchkiss, actuellement zone d’activités et jardin public, lec'hienn departamant Seine-Saint-Denis (lennet d'an 02/03/2026)
- ↑ 3,0 3,1 ha 3,2 (fr) Histoire, Club Hotchkiss, 16/04/2025 (lennet d'an 02/03/2026)