Hot Fuzz

Eus Wikipedia

Hot Fuzz zo ur film saoz renet ha kenskrivet gant Edgar Wright ha deuet er maez e 2007.

Sinopsis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur poliser e kêr Londrez, Nicholas Angel (Simon Pegg) e anv, zo un dreist-poliser sorc'hennet gant e labour. Ken barrek hag aketus ez eo ma tirenk e genseurted. Diwar-se ez eo kaset gant penn ar brigadenn da gêriadenn didrabas Sandford, lec'h ma ne c'hoarvez kazimant netra. Gant e genseurt lec'hel nevez, Dany Butterman (Nick Frost), hag a hunvre eus fuzuilhadegoù ha redadegoù poursuiñ a bep seurt evel ar re a weler er filmoù birvilh, e reizh Nicholas un nebeud torroù-lezenn dister. Un nebeud marvioù iskis a lako anezhañ da furchal donoc'h e buhez annezidi ar gêriadenn...

Dalc'henn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Simon Pegg : Nicholas Angel

Nick Frost : Danny Butterman

Jim Broadbent : Frank Butterman

Bill Nighy : Chef Inspecteur Kenneth

Timothy Dalton : Simon Skinner

Martin Freeman : Met Sergent

Tim Barlow : Treacher

Bill Bailey : Den an ti-polis

Cate Blanchett : Jeannine

Anne Reid : Leslie Tiller

Steve Coogan :

Peter Jackson : An tad nedeleg

Fichenn teknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Titl : Hot Fuzz

Oberour : Edgar wright

Skriver senario : Simon Pegg hag Edgar Wright

Produer : Tim Bevan, Nira Parks, Eirc Fellner

Kompozer : David Arnold

Saver : Chris Dickens

Darbarer : Studio canal, Rogue Pictures

Aet e maez e Bro-c'hall d'ar : 18 Gouhere 2007

Bro orin : Rouantelezh-Unanet Bro-C'hall

Doare: komedienn, polis, birvilh

Padelezh : 2 eur

Stumm ar son : EX

Stumm ar bannadur : 2,35: 1 Cinémascope

Stumm produiñ : 35mm

Filmet e : Saozneg

Marvailh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

“Fuzz” zo un termen luc'haj hag a dalvez kement ha “beg-e-dog” pe “flik”.

Pa vez gwelet e penn kentañ ar film ar mare ma vez ar sell en amzer dremenet war vuhez Angel, e weler un den dic'hizet e Tad-kozh an Nedeleg o goustilhañ e zorn. Ar filmaozer Peter Jackson an hini eo.

Mignonez Nicholas Angel e penn kentañ ar film zo bet c'hoariet gant an aktorez Cate Blanchett.

Ar filmañ zo bet graet e kêr Wells, kêr c'henidik Edgar Writht.

Da vare ar senenn gentañ er gourmarc'had, pa adlak Danny DVD Supercop er bailh evit heuliañ Nicholas war e poursu, e c'hellet gwelet un DVD gant ur jaketenn heñvel-mik ouzh hini Shaun of the Dead war-bouez e titl aet da Zombies Party.

Ar pub ma plij da Nicholas ha Danny en em gavout zo ar memes tavarn eget an hini er film Shaun of the Dead, ar Winchester.