Hostage Rescue Team
An FBI Hostage Rescue Team berraet e HRT a zo un unvez enep-sponterezh ha dieubiñ mac'hiaded, ur skourr eo d'an US Federal Bureau of Investigation (FBI)[1].
An HRT a zo gourdonet evit sikour ar geodedourien Amerikan pe a vroioù kamalad dindan ur Skraperezh mac'hiaded gant nerzhioù enebour, sponterien pe torfedourien.
An Hostage Rescue Team a zo bet krouet e 1982 gant Danny Coulson, ez skoazeller eiler rener an FBI, anzavet e oa bet da vezañ mat da servij e miz Here.
50 gwazour a oa e-penn kentañ met uhelaet eo bet an niver a-benn bremañ da 90. Ar c'hefridioù fiziet a zo reoù arvarus ha diaes da verañ. E doare ar SWAT met a-live broadel ez eo HRT.
Staliet ez eo e Akademiezh an FBI e Quantico Marine Corps Base, e Stafford County, Virginia.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1983 e voe krouet an HRT, betek-hen ne oa ket un unvez sivil enep-sponterezh. C'hoarioù-olimpek Los Angeles 1984 a oa kaset war-raok setu penaos e voe anat e vanke un unvez en doare-se. Ne oa ket ar c'hoant gant gournamant ar Stadoù-Unanet da welet ur grizenn wadus evel hini Munich e 1972 a welas 11 sportour izraelian lazhadeget gant sponterien goude ur skraperezh mac'hiaded.
Dre lezenn, an nerzh milourel ne c'hell bezañ implijet war tiriad ar Stadoù-unanet nemet dre urzh ar prezidant pe ar parlamant. Setu penaos e voe soñjet e doareoù stourm all. Setu petra a voe mammenn da grouidigezh an Hostage Rescue Team.
Hiziv-an-deiz ez eo ledanoc'h tachenn implij an HRT n'eo ket mui nemetken a-enep ar skraperezh mac'hiaded, bremañ e vez ivez an harzadennoù risklus, ambrougañ uhelidi ha raloc'h un implij war tachennoù-brezel a-benn harpañ an nerzhioù lu[2].