Mont d’an endalc’had

Home Guard (Rouantelezh-Unanet)

Eus Wikipedia
Lec'h ged an Home Guard en Amiraliezh e kreiz Londrez, d'an 21 a viz Even 1940

An Home Guard (da gentañ al Local Defence Volunteers pe LDV) a oa ur bezen keodedourien a-youl-vat o harpañ an 'Home Forces' eus ar British Army e-kerzh an Eil brezel-bed. Oberiant eus 1940 betek 1944, an Home Guard a oa savet gant ouzhpenn 1,5 milion a emouestlidi lec'hel ha ne c'hellent ket ober o c'hoñje milourel, dre ma oant re yaouank pe re gozh evit bezañ degemeret en nerzhioù lu (ar c'hoñje a oa bet strishaet d'an dud oadet etre 18 ha 41) hag ar re a oa o labourat el labourioù hollbouezus. Er-maez eus ar re a oa dija er servijoù armet, ar polis trevour pe en aozadurioù difenn trevour a-youl-vat, tost d'ur paotr a-ziwar pemp a oa bet emezelet en Home Guard.

Pal pennañ an aozadur a oa bezañ un nerzh adarmead lec'hel kenkaz ma vije bet un aloubadeg gant nerzhioù lu an Trede Reich[1][2].

Urzhioù kentañ an Home Guard a oa bet evezhiañ, kelaouiñ pennlec'h an nerzhioù lu, eus forzh peseurt nerzh enebour aloubiñ war zouar pe war vor el lec'h ma oant; goude-se e oa bet ledanaet an urzhioù o c'houlenn d'an nerzhioù-se tagañ ha talañ ouzh un araokadenn enebour. Ar pal a vije bet gounit amzer, un nebeud eurvezhioù evit reiñ an tu d'an nerzhioù lu gwirion da erruout pe da brientiñ lec'hioù difenn. Ouzhpenn-se e oa bet ouzhpennet kefridioù evezhiañ ha gwareziñ lec'hioù dezougen pouezus hag uzinoù en a-dreñv kenkaz ma vije un oberiadur harzlammañ pe gant izili ar pempvet kolonenn. Ur pal diazez a oa bet fiziet er bezen hag a oa chom mestr war ar boblañs ma vije bet un aloubadeg, mougañ ar barradoù pennfoliñ ha gwareziñ implijusted an hentoù e-tal strolladoù bras repuidi evit ma chomje dieub an hentoù evit nerzhioù al lu da stourm a-enep an Alamanted. E-kerzh kampagn bombezadennoù an Ahel, anvet The Blitz, e voe goulennet d'an Home Guard klask ar bombezennoù chomet didarzh hag evezhiañ al lec'h betek ma errufe soudarded da zizarmañ anezho. E-kerzh ar c'hefridioù-se e oa marvet ur 1000 ezel bennak. Adalek 1942, an Home Guard a rae war-dro ar c'hanolierezh arvorel hag ar c'hanolierezh enep kirri-nij kement hag ar bannerien rokedennoù ; evel-se e oa dieubet soudarded an nerzhioù lu all evit kemer perzh en Aloubadeg Europa.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Macksey, Kenneth. Beda Fomm: The Classic Victory. New York: Ballantine, 1971. 35. (ISBN 0345024346).
  2. DiNardo, Richard (2005). Germany and the Axis Powers: From Coalition to Collapse. Lawrence, Kansas: University Press of Kansas. 39 p. ISBN 0-7006-1412-5.