Home Fleet
Rann eus | Royal Navy ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1902 ![]() |
Brezel | Eil Brezel-bed, Brezel-bed kentañ ![]() |
Skour lu | Royal Navy ![]() |
Stad | Rouantelezh-Unanet ![]() |
An Home Fleet a oa ur flodad eus ar Royal Navy hag a oa oberiant e dourioù tiriadel ar Rouantelezh-Unanet adalek 1902 hag a-vareadoù betek 1967. E 1967 e oa bet kendeuzet gant ar Flodad Kreizdouarel da grouiñ ar Flodad Kornôgel.
A-raok ma vije tarzhet ar Brezel-bed Kentañ, etre 1902 ha 1904, Amiraliezh Breizh-Veur a oa bet oc'h adaozañ he listri en dourioù tiriadel d'ober un nerzh dibad anvet Home Squadron[1]. E penn kentañ ar bloavezh 1905 e oa bet adanvet an nerzh-se Channel Fleet (Flodad Mor-Breizh). E 1907 un Home Fleet nevez a oa bet savet gant listri adarmead ha listri nevez-savet, hag e 1909 ar Channel Fleet a oa kendeuzet gantañ, da sevel ar flodad pouezusañ e dourioù tiriadel Breizh-Veur.
E 1912 e oa kemmet an anv c'hoazh evit dont da vezañ an Home Fleets, gant ar c'hentañ, an eil hag an trede Home Fleet (flodad ar vro). Pa oa tarzhet ar Brezel-bed Kentañ, ar c'hentañ flodad a oa deuet da vezañ ar Grand Fleet. Pa oa bet roet lamm d'ar Grand Fleet goude ar brezel, ar flodad adarmead a oa bet anvet Home Fleet, en un doare berrbad, e 1919 a-raok bezañ adanvet. Goude Mutinerezh Invergordon e 1931, ar Flodad Atlantel a oa bet adanvet Home Fleet e 1932. E-kerzh an Eil Brezel-bed e oa an nerzh galloudusañ eus ar Morlu breizhveuriat e morioù Europa.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ David Morgan-Owen, A Revolution in Naval Affairs? Technology, Strategy and British Naval Policy in the ‘Fisher Era’, Journal of Strategic Studies, 10.1080/01402390.2015.1005440, 38, 7, (944-965), (2015).