Mont d’an endalc’had

Holokaost nukleel

Eus Wikipedia
Koumoulenn tog-touseg goude tarzhadenn Castle Bravo e 1954, tarzhadenn galloudusañ un arm derc'hanel gant Stadoù-Unanet Amerika.
Raksell tarzhadenn Tsar Bomba war kêr Bariz.

Un Holokaost nukleel, pe Apokalips nukleel, pe anihiladur nukleel, armageddon nukleel, pe holokaost atomek, zo ur senario martezeadennel lec'h ma vez armoù nukleel o tarzhañ, ar pezh a zo mammenn distrujoù ledan ha skinoberiant, gant dilec'hioù bedel pe hollek. An doare raksoñj-se a laka lodennoù bras betek darn eus ar blanedenn Douar da vezañ dibosupl da vevañ abalamour da efedoù ar brezel nukleel. Degaset e vije martezeadenn kouezhadenn ar sevenadurezh, steuzidigezh an denelezh, pe steuziadur darn eus ar stummoù boudoù-bev war ar blanedenn Douar.[1] An dilerc'hioù skinoberiek hollek deuet dre arnodiñ armoù nukleel a zo kablus eus 2000 betek to 2,4 milion a dud marvet, o lakaat lod tud da embann eo bet ur gouennlazh pe ekolazh.

Ouzhpenn distrujañ raktal ar c'hêrioù bras gant tarzhadenn(où), ur brezel nukleel hollek a c'hellje degas d'e heul korventennoù-tan, ur goañvezh nukleel, red kleñvedoù skinoberiek deuet diwar dilerc'hioù skinoberiek.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (2004) "Dispelling the Specter of Nuclear Holocaust". American Journal of Public Health 94 (1): 36. DOI:10.2105/AJPH.94.1.36. ISSN 0090-0036