Mont d’an endalc’had

Hobregon (mekanikerezh)

Eus Wikipedia
hobregon (mekanikerezh)
Iskevrennad eusarmor, protective device Kemmañ
Rann euskarbed hobregonet Kemmañ
Arveztank design Kemmañ

Ar c'harbedoù milourel a zo alies reoù hobregonet evit gellout talañ ouzh skog shrapnel, boledoù, obuzennoù, rokedennoù, ha misiloù. Ar pal a zo gwareziñ bourzhidi ar c'harbed pa vez tennet warno gant enebourien. En doare karbedoù-se e vez ar c'harbedoù stourm hobregonet evel an tankoù, aerlistri, ha bigi.

Karbedoù trevour a c'hell bezañ hobregonet ivez. An doare karbedoù-se a zo implijet gant pennoù gouarnamantoù (da skouer Kirri prezidantel), evit kazetennerien e tachennoù brezel pe lec'h ma 'z eo boaz an torfedoù feuls. Ar c'hirri hobregonet trevour a zo implijet alies ovez gant nerzhioù surentez evit an dezougen arc'hant pe madoù ker evit izelaat ar riskl a laeroñsi.