Hitlerjugend
| Rann eus | national socialist movement |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 3 Genver 1926 |
| Anv er yezh orin | Hitlerjugend |
| Emezelet ouzh | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman |
| Anvet diwar | Adolf Hitler |
| Den e penn an aozadur | Reichsjugendführer |
| Prezidant | Baldur von Schirach, Artur Axmann, Kurt Gruber |
| Stad | Trede Reich, Republik Weimar |
| Ideologiezh politikel | Naziegezh |
| Erlec'hiañ a ra | Jugendbund, Koloniale Jugendabteilung |
| Deiziad divodañ | 12 Here 1945, 10 Here 1945 |
An Hitlerjugend (alamaneg evit "Yaouankizoù Hitler") berraet alies en HJ, a oa aozadur yaouankiz ar strollad nazi. Orinoù an aozadur a oa bet er bloavezh 1922 hag anvet e oa bet an Hitler-Jugend, Bund deutscher Arbeiterjugend ("Yaouankizoù Hitler, Kevre al labourerien yaouank alaman") e miz Gouhere 1926. Eus 1936 betek 1945 e oa an aozadur ofisiel nemetañ evit ar baotred yaouank en Alamagn (an aozadur Bund Deutscher Mädel evit ar merc'hed a oa ur skourr eus an Hitlerjugend) ha bez e oa ivez un aozadur damsoudardel. Savet e oa gant paotred oadet etre 14 ha 18 vloaz, ha bez e oa an Deutsches Jungvolk berraet en "DJ", pe "DJV", hag a oa evit ar baotred oadet etre 10 ha 13 vloaz.
Goude kodianidigezh Alamagn nazi e 1945, an aozadur a oa echuet en un doare de facto. D'an 10 a viz Here 1945, yaouankizoù Hitler ha kement unvez suj d'an aozadur-se a oa bet berzet gant Kuzul kontrollañ ar Gevredidi, evel an holl aozadurioù eus ar strollad nazi. Gant ar Rann 86 eus kod torfedel Republik Kevreadel Alamagn, yaouankizoù Hitler zo un "aozadur enep bonreizhel" ha strewiñ pe diskouez e simboloù en un doare foran zo difennet, nemet evit palioù deskadurezh pe enklask e vefe.