Mont d’an endalc’had

Hiram Berdan

Eus Wikipedia
Hiram Berdan
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanHiram Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Gwengolo 1824 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPhelps (Stad New York) Kemmañ
Deiziad ar marv31 Meurzh 1893 Kemmañ
Lec'h ar marvNew York Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Lec'h douaridigezhBered vroadel Arlington Kemmañ
Michermilour, inventor Kemmañ
Deroù ar prantad labour1861 Kemmañ
Grad miloureljeneral Kemmañ
BrezelBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Skour lutroadegiezh Kemmañ

Hiram Berdan, ganet d’ar 6 a viz Gwengolo 1824 e Phelps (Stad New York) ha marvet d’ar 31 a viz Meurzh 1893, a oa un ijinour, un tenner hag ur soudard en Arme ar Stadoù-Unanet.

Degasadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo evit bezañ degaset kalz nevezintioù d'ar c’hartouchennoù implijet en armoù-tan hiniennel betek hiziv. Kinnig a reas sevel o douilhez e laton evel bremañ, ha n'eo ket gant kouevr ken, hag a oa un danvez na c'halle ket talañ ouzh tommadur ha gwask ar gazoù da vare tarzhadenn ar poultr. Berdan a ijinas ivez ur sistem emorsiñ enbarzhet en douilhez, hag a zo unan eus an daou implijet er bed hiziv, goude an hini krouet gant ar Saoz Edward M. Boxer. Hiram Berdan en deus marilhet ur breou evit meur a arm-tan ivez. An hini brudetañ anezhe eo ar fuzuilh Berdan, deuet da vezañ arm standart troadegiezh an Impalaeriezh rusian etre 1870 ha 1891.

Ouzhpenn e ijinadennoù e stourmas Hiram Berdan e tu an Unaniezh da vare ar brezel diabarzh er Stadoù-Unanet. Evel koronal e renas war daou rejimant en doa krouet gant souten Abraham Lincoln, ar 1st hag ar 2nd United States Sharpshooters. An unvezioù-mañ, enne tennerien-resisted, a oa karget da lazhañ a-bell ofiserien pe kanolierien enebour. Unan eus skouerioù kentañ implij unvezioù sniperien savet a ratozh-kaer eo en istor ar brezelioù[1].

Mont a reas da Anaon trumm d'an 31 a viz Meurzh 1893, ha beziet e voe e Bered Vroadel Arlington.

  1. ↑ (en) Hiram Berdan and the US Sharpshooters, American Civil War Society UK (lennet d'ar 07/01/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan