Hippodameia (merc'h Oinomaos)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Hippodameia (henc'hresianeg : Ἱπποδάμεια / Hippodámeia), a oa merc'h d'ar roue Oinomaos ha d'ar Bleiadenn Asterope. Dimeziñ a reas da Belops war-lerc'h marv he zad en ur redadeg kirri. Mamm e oa da d-Thyestes, Atreüs, Pittheüs, Alkathoos.

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pelops en doa c'hoant da zimeziñ da Hippodameia, met tad ar plac'h, ar roue Oinomaos, a oa kustum da aozañ ur redadeg gant danvez e vibien-gaer, da drec'hiñ warne da gentañ ha d'o lazhañ da c'houde, ha trizek evel-se en doa kaset d'ar bed all. Kement-se a rae dre ma kare anezhi, pe abalamour d'un diougan a oa bet graet da lavarout e vije lazhet gant e vab-kaer.

Amprevanoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet e vez Hippodamia eus ur genad c'hwiled er c'herentiad Coccinellidae.