Hypermnestra (merc'h Danaos)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hypermnestra, e De mulieribus claris, gant Boccaccio.

Hypermnestra (henc'hresianeg : Ὑπερμνήστρα) a oa merc'h henañ Danaos, roue kêr Argos. Pa voe roet urzh gant o zad d'e verc'hed da lazhañ o gwazed e-pad o nozvezh eured e voe an hini nemeti o leuskel he fried Lynkeüs e buhez, dre garantez outañ, ha dre ma n'en doa ket boulc'het he gwerc'hded. E sikour a reas-hi da dec'hel. Ken kounnaret e voe he zad Danaos ma he c'hasas dirak barnerien kêr, met ar re-se a zisklerias e oa digablus. Diwezhatoc'h, goude kaset an dorzh d'ar gêr gant Lynkeüs a lazhas e nav c'hoar-gaer ha daou-ugent, hag e dad-kaer evel-just ivez, e renas Hypermnestra en Argos, hag ur mab o doe, Abas.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]