Hipatia


Hipatia ( Ὑπατία / Hypatia e gregach) a oa ur vatematikourez egiptat, gresianegerez, steredoniourez ha prederourez, eus kêr Aleksandria, ganet entre 355 ha 370, ha muntret gant kristenien en 415, dispennet he c'horf ha devet. Diskiblez e oa da Blotinos, hag e penn Skol nevezplatonek Aleksandria e oa. Kenskrivañ a rae gant speredoù uhel he bro, studiañ ar boelloniezh hag ar skiantoù resis, ha bevañ evel ur penedour.
Merc'h e oa d'ar matematikour Theon, a oa rener Levraoueg Alexandria, ha kenlabourat a reas gant he zad. War-dro 400 e oa brudet he c'helennerezh war ar skiant vatematek hag ar brederouriezh. Ouzhpenn bezañ speredek kenañ e oa kenedek hag uvel. Kelenn a reas tud uhel, koulz kristenien evel paganed, en o zouez an eskob Sinesio Cirene — unan eus he c'henskriverien —, Hesiquio Aleksandría hag ar prefed Orestes.
He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez danevell Sokratez ar Skolastik, en e Historia Eclesiastica, e voe lazhet Hipatia e miz Meurzh 415, er straed p'edo o tistreiñ eus ar Mirdi, gant ur bagad kristenien fuloret, anvet Parabalani, goude tamallet dezhi gwashaat an tabut a oa etre ar gouarnour Orestes, hag an eskob Cyril Aleksandria. Sachet e voe betek un iliz ma voe boureviet, ha taolet e voe he c'horf en tan.
Brud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Remembering Hypatia, romant saozneg gant Brian Trent e 2005.
- Azazīl Riwayah, romant arabek gant ar skrivagner egiptat Yūsuf Zaydān en 2008
- El jardín de Hipatia, romant istorel spagnolek gant Olalla García, e 2009.
- Hipaties, la sàvia, barzhoneg katalanek gant Isabel-Clara Simó en he dastumad El conjur, 2009
- Hypatia y la eternidad, romant skiant-faltazi istorel spagnolek gant Ramón Galí e 2009.
- Hipatia de Alejandría gant Carmen García, Laura Ruiz, Lídia Puigvert ha Lourdes Rue e 2009
- El Sueño de Hipatia, gant José Calvo Poyato, e 2009
- Morir por Alejandría gant Eliana E Abdala, e 2009. Grupo Editorial Norma. Buenos Aires. ISBN 978-987-545-537-5
Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Penntudenn ar film spagnolek Agora, renet gant Alejandro Amenábar.
Lec'hanvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hypatia, krater war al loar